Un Breton de Trévou (Hervé Le Bihan) Parle/écrit aux Bretons de Trévou et d'ailleurs... Kronikenn 6

Un Breton de Trévou (Hervé Le Bihan) Parle/écrit aux Bretons de Trévou et d'ailleurs... Kronikenn 6

La météo La météo
févr. 17, 2025 - lun.
Trévou-Tréguignec, France
nuageux
9°C nuageux
Wind 5 m/s, ESE
Humidity 81%
Pressure 762.82 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou (Hervé Le Bihan) Parle/écrit aux Bretons de Trévou et d’ailleurs… Kronikenn 6
Un Breton de Trévou (Hervé Le Bihan) Parle/écrit aux Bretons de Trévou et d'ailleurs... Kronikenn 6

AMZER, BRAGOÙ GLAS, LUC’HED, KOUMOUL, RADIO HA SIMFONIENN ZAHO

Herie bremañ en deus sant Erwan gwisket e vragoù glas, da lâret eo eo digoc’henn an amzer ! Souezhus a vo respontet din, ya, rak pegen gwir e teu dimp ar pevar amzer en korf ar memes devezh. Abalamour da se em eus skrivet « bremañ » ! Amzer din echuiñ ma skrid hag e vefomp gant glav, pe avel, pe arnev pe… amzer kaeroc’h c’hoazh, pe me oar me !

An amzer a oar korboniñ prim, sikouret gant an avel-dro. Duadennoù o tont eus ar mor, pe eus ar reter, pe… Diouganiñ an amzer zo unan eus an traoù diaezetañ en hon c’harter.

Met ne ra forzh, rak an dud, amañ, a oar e ranker ober diouzh an amzer zo. Ha koulskoude eo ret tapout krog en stumm an amzer daonet-se paneve evit gallout saludiñ e amezeien ! Ya, penaos e rafemp ma ne vije ket eus an amzer cheñch-dicheñch-se evit lañsañ ar gaoz ! Evel-se :

– O vont ’vêr ?

– Tomm an amzer ’c’hat !

– Ma, korboniñ a ra… ’vefomp ket pell o kât barradoù arnev… ha kurunoù !

– Ha luc’hed da heul, me ’lâr deoc’h !

Dre chañs emañ aze ar radio evit kas keloù dimp eus an amzer a ra. N’eus ket keit-se c’hoazh, diouzh ar beure, abred, e veze selaouet ouzh unan war Radio Breizh-Izel, staliet e Kemper-Kerne, kement ha kaout ar blijadur da resev keloioù a-bep seurt eus ar bed hag ivez, evel just, keloioù eus an amzer o ren a-us dimp. Keloioù a-berzh ur Planielad, staliet du-hont en Kemper : reoù Gi ar C’horr. Niverus daonet e vezemp o c’hortoz kaout hon c’heloioù avat ! Gantañ e veze fourniset ar gerioù hag an troiennoù da voulc’hañ an devezh… Stumm an amzer, stumm ar glav, hini an avel, hini ar c’houmoul, stumm ar mor, ha kement zo. Tre evel pan vez ezhomm anezhe pan vêr war gaout an dud !

Hag ar frioù kurius neusont c’hoant da c’hoût penaos emañ kont en tu all d’ar c’houmoul ? Da c’hoût petra eo liv an amzer du-hont ? Da c’hoût petore bed zo du-hont ?

Petra da ober ’ta ? N’eo ket a-walc’h heuliañ liv bragoù sant Erwan a lâran.

Ret eo dezhe, evel ma ran-me, mont da heul plac’h yaouank marzhus Sant-Nazer, Zaho de Sagazan pa gan he simfonienn al luc’hed. Komzoù fresk ur varzhez, frealzus, hunvreüs, tener ha leun a denelezh :

Bepred e vez kaer

a-us d’ar c’houmoul

Met, ma vefen-me un evn

ec’h afen da zañsal dindan an arnev

E treuzfen ar c’houmoul

evel ma ra ar gouloù

E selaoufen dindan ar glav

simfonienn al luc’hed

Adal he oad tenerañ

ne ouie

Komz nemet en ur c’harmat izel

Daoust dezhi klask o derc’hel

Ar garmoù hag an daeroù-se

hag a lakae anezhe kement…

Bepred e vez kaer

a-us d’ar c’houmoul

Met, ma vefen-me un evn

ec’h afen da zañsal dindan an arnev

E treuzfen ar c’houmoul

evel ma ra ar gouloù

E selaoufen dindan ar glav

simfonienn al luc’hed

Deuet bras netra sioulaet

Korwentenn vihan he deus kavet

Abegoù da ober kement a c’hlav

Piv a c’hallfe he c’haret da vat

Den na blijfe dezhañ en em gavout

En-kreiz ur gorwentenn anzavit

Abegoù zo evit gouelañ

Abegoù he deus nemet

Bepred e vez kaer

a-us d’ar c’houmoul

Met, ma vefen-me un evn

ec’h afen da zañsal dindan an arnev

E treuzfen ar c’houmoul

evel ma ra ar gouloù

E selaoufen dindan ar glav

simfonienn al luc’hed

P’he deus gouvezet ar gorwentenn

E c’hall hesonerezh

Tec’hel diouzh an avel

Hag en em gavout

En kalon an dud

E kave dezhi

N’eus ket da aviañ an heol

Me lako an dud da zañsal

Diouzh lusk ma gouelvan

Barradoù ma c’han

A deuio da dommañ o c’halonoù

Da dommañ ma c’halon-me.

Bepred e vez kaer

a-us d’ar c’houmoul

Met, ma vefen-me un evn

ec’h afen da zañsal dindan an arnev

E treuzfen ar c’houmoul

evel ma ra ar gouloù

E selaoufen dindan ar glav

simfonienn al luc’hed

(Troet ganin hag embannet gant aotre hegarat Zaho de Sagazan, trugarez vras dezhi. Trugarez vras ivez da Joran ar C’horr ha da Gi ar C’horr. Trugarez ken bras all da Vertrand Yeurc’h).

Levrlennadur berr ha lec’hiennoù

Menard, Martial, Pennadoù Sul / Chroniques bretonnes, Al Lanv, 2021, p. 883.

Devri : bragoù http://devri.bzh/dictionnaire/b/bragou-1/

Albom sonerezh Zaho de Sagazan :

Zaho de Sagazan, La symphonie des éclairs, Disparate, 2023.

Da selaou : https://www.youtube.com/watch?v=pqo59FkF_5g

Diwar-benn Gi ar C’horr hag ar c’heloioù brezhoneg :

https://www.letelegramme.fr/bretagne/portraits/france-bleu-breizh-izel-guy-le-corre-33-annees-de-journalisme-en-breton-31404.php

https://www.francebleu.fr/emissions/c-est-arrive-pres-de-chez-nous/breizh-izel/guy-le-corre-les-69-ans-de-l-ex-journaliste-bretonnant-de-rbohttps://www.francebleu.fr/emissions/c-est-arrive-pres-de-chez-nous/breizh-izel/guy-le-corre-les-69-ans-de-l-ex-journaliste-bretonnant-de-rbo

https://www.ouest-france.fr/bretagne/guy-le-corre-33-annees-sur-les-ondes-en-breton-3828823
Le Studio - Agence de création graphique et web