Kronikenn 7 GWERZIOÙ : ISTOR, FEULSTER, KARANTEZ HA MEMOR (1)
Ar gwerzioù zo unan eus merkoù bras hon lennegezh dre gomz (gant ar c’hontadennoù, ar c’hrennlavaroù, etc). Lod a lavar n’eus ket moaien da lâret « lennegezh » eus ar seurt-se dre ma rank bezañ skrivet… ha koulskoude hon eus afer ouzh lennegezh uhel deuet a-berzh an dud izel, tud na ouient na lenn na skrivañ, nemet e talc’hent soñj eus pep tra. Dastumet int bet a-bell zo… ha lakaet dre skrid, moullet memes.
Mat eo goût e oa a-gozh eus ar gwerzioù kement tra savet gant gwerzennoù : traoù trist, kriz, met ivez kanaouennoù karantez, pe kantikoù memes. Gant Fañch an Uhel eo bet graet an disparti a anavezomp herie : gwerzioù ha sonioù. Ha hemañ a oa bet awenet krenn gant an disparti bet graet kalz araokañ gant Kêrvarker (Hersart de la Villemarqué) e 1839 : kanennoù istorel, kanennoù karantez ha kanennoù relijiel. Ar pezh zo anavezet ganimp, a-hend-all, evel bezañ chañsonioù, kantikoù, hag all.
Ar werz koshañ, eus 1632, zo bet kavet en Pleuvihan ha studiet pizh gant Pêr ar Rouz pan oa kelenner en skol-veur Roazhon. Ur werz hag a vefe renket evel ur son gant Fañch an Uhel !
Met petra vern, buan e welfet eo ur ganaouenn a garantez. An tem zo mil anavezet : ur plac’h yaouank hag ur studier yaouank diarc’hant, ma oa ur c’hloareg na c’haio ket da veleg. Amzerioù all, met ar memes santimantoù evel bremañ. Ar skrid a roan gant gwiskamant ar skritur modern :
Ur werz nevez
1. 5.
Kloareg yaouank c’hwi a oar ervat « Ma gwalenn ha ma mouchouer
E prometfec’h dre ho fez vat, Kloareg, digaset din d’ar gêr (bis)
E prometfec’h din alies Hag ho trugarez, godiser. »
E vizec’h ma dous paotr james
2. 6.
Mar prometis deoc’h, hag e ris, Ar c’hloareg yaouank a respontas
Oa ouzh en em jaoiusaat e ris, D’ar verc’h yaouank pan e glevas :
Tremen an amzer a zo ret, « Ho kwalenn hag ho mouchouer
Ha reiñ e roll da yaouankted. Merc’h yaouank a fell deoc’h d’ar gêr ;
3. 7.
Ar c’hloareg yaouank a lavare Hag en anv Doue, me ho ped,
Hag en anv Doue, me ho ped, Roit-hi da neb ho poa karet (bis)
D’e vestrez ker ar beure : Ha da neb ho kiri parfet. »
« En anv Doue, me ho ped
Un amour nevez a choazfet ;
4.
Ha na choazfet ket kloareg
Na vêc’h adarre godiset ;
Ouzh ar merc’hed na dere ket
Ober un amour a gloareg. »
En e studiadenn e ra Pêr ar Rouz anv eus gwerzennoù tost-heñvel bet dastumet e Pempoull e 1883 gant an Uhel evel… ur son, hini Kloareg Kemper :
1. 2.
Ma gwalenn ha ma mouchouer, Ho kwalenn hac ho mouchouer,
Degasit din, kloareg, d’ar gêr. A vezo kaset deoc’h d’ar gêr.
Ha pa vez anv eus karantez etre ur c’hloareg hag ur plac’h yaouank e kav din eo ret deoc’h ober anaoudegezh, ma n’hoc’h eus ket graet c’hoazh, gant ur ganaouenn teiryezhek, brezhoneg – galleg ha latin, brudet mat en Treger. Meur a stumm anezhi zo hag amañ e roan an hini bet embannet gant Narcisse Quellien, paotr ar Roc’h. Ur ganaouenn bet savet gant ur studier bennak moarvat, pe gant meur a hini marteze… abadenn noz goude abadenn noz ! Ur ganaouenn a vez kanet bepred. Anaout a ran-me mat unan hag a oar dispakañ e stumm eus ar ganaouenn-se : un drugar ! Siwazh ne gaver ket anezhañ o kanañ war Youtube.
Son kloareg
1. 5.
Kalz a amzer am eus kollet ’Barzh ar gêr-mañ zo soudarded,
Tra la la la la ladira lonlen Kemer’t unan ha ma lezet.
Kalz a amzer am eus kollet Dans cette ville il y a des soldats,
Ha studiañ n’am eus ket graet. Prenez-en un et laissez-moi.
Beaucoup de temps j’ai perdu, Sunt milites in hac urbe :
Tra la la… Cape unum, dimitte me.
Étudier je n’ai pas pu.
Multum temporis perdidi
Et studere non potui.
2. 6.
Abalamour d’ur femelenn Deus ho soudarded n’houllan ket
Tra la la… Ur c’hloareg ’renkin da gaet.
A-greiz ma c’halon a garen. De vos soldats je ne veux pas,
Pour une jeune fille que j’aimais, Un clerc me possèdera.
Que de tout mon cœur j’adorais. De tuo milite nolo,
Propter quamdam filiolam Clericum possidebo.
Quam tot corde amabam.
3. 7.
’Barzh ar ru Nevez e chome Petra’lâro dimp-ni hon zud,
Hag alies din ’lavare : Pa glevfont bugale munut,
Dans la rue Neuve ell’demeurait, Mais que diront nos chers parents
Et souvent elle me disait : Quand ils entendront les enfants.
In via Nova manebat Quid dicent quoque parentes
Sœpeque mihi dicebat : Quando audient infantes.
4. 8.
« Petra ’rez ’barzh ar golejenn O c’houll bara digant tata
Mar dleomp be’añ priejen ? Ha boig-boig digant maman ?
Dans le collège que faites-vous, Demander du pain à leur père,
Si nous devons être époux ? Ainsi que du lait à la mère ?
Quid facis in collegio Panem a patre petentes,
Si mihi fueris sponso Lac a matre postulantes ?
Hag evit echuiñ poz un tamm kanaouenn karantez bet kavet tost ugent vloaz zo gant an Itron Gwegan en ur roll ganedigezhioù eus parrouz an Ignol (Lignol) e Bro-Wened, merket war pajennoù etre ar bloazioù 1619 ha 1624, un tammig koshoc’h evit hon gwerz Pleuvihan eta :
Ha sec’hed am eus ha sec’hed a deu din
Ne on men ema an dour hag a raio vad din (men = pelec’h)
Dourig fantan ar gozhlenn a rafe vad din
Ma vefe an hini a garan en degasfe din.
Ar skritur am eus cheñchet un tammig evit ma vefe aezetoc’h da lenn da Dregeriz a herie. Mat eo goût e vez bepred kanet ar garantez-se en dez a herie gant kanerien Bro-Wened. Ur skouer vrav all eus petra eo an hengoun ! Karantez Treger ha karantez Gwened !
Herve Bihan
Levrlennadur berr ha lec’hiennoù
Pierre Le Roux, Textes bretons du XVIIe siècle, Annales de Bretagne, levrenn 61, 1954, pp. 3-21 : https://www.persee.fr/doc/abpo_0003-391x_1954_num_61_1_1946
Narcisse Quellien, Chansons et danses des Bretons, Paris, 1889, pp. 143-146 : https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k6286950r
F.-M. Luzel, Soniou Breiz-Izel, levrenn I, 1868-1890, Paris, p. 266 : https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k5789075d.r=soniou%20breiz-izel%20luzel?rk=21459;2
Herve Bihan, Les vers en moyen-breton de Lignol (1619 ? – 1624 ?) sont-ils vannetais ?, in À travers les îles celtiques – A-dreuz an inizi keltiek – Per insulas scotticas, Britannia Monastica 12, 2008, pp. 365-383.
Apostilhenn : disul diwezhañ en devoa Bernez Rouz, mignon a gozh, embannet ur pennad diwar-benn an amzer ivez, ur pennad kentelius ha brav-tre ! (Ouest-France Dimanche 25.02.2024), da adkavout war e vlog : http://www.tresor-breton.bzh/