AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (54)
« Ma’z eo bet unton hol lennegezh dre ar stumm, ez eo bet ken unton all dre an awen. Ul lennegezh a relijion ez eo, evel n’eus hini all ebet marteze er bed a-bezh : en aridennad hir-spontus a werzennoù mat pe fall a zo bet legadet deomp gant hor misterourien ha kantikerien a bep eskopti e klaskfed en aner dek poz awenet gant kened ar maezioù, kan al laboused, pe ur soñj lik all bennak dizañjer a seurt-se. En enep : zoken pa fell d’ar barzh komz eus joa an natur, ne gavo keñveriadur nemet gant joa an iliz : miz Mae n’eo ket miz Mae an hini eo, met miz Mari. »
Re wir barnadenn Per Denez. Bezañ e voe unan eus hon aketusañ gouizieg war hon lennegezh, eñ hag a voe ivez skrivagner, barzh, politikour ar yezh koulz evel yezhoniour hag evel sokioyezhoniour. Me gav din e vefe mat adembann e holl rakskridoù en ul levr, kement ha reiñ dimp e alberz dik war hon lennegezh, hon c’hevredigezh, hag o holl gemplezhadurioù.
Ul lennegezh dindan ur veli doubl, a-benn ar fin : hini ar galloud kreiz, hini ar boe saveteiñ m’eo ar galleg hag e venniged, hag ivez hini un Iliz hollc’halloudek. Ar varzhoniezh, hini ar c’houlz-se, a-raok Gwalarn, n’eo ket bet ur varzhoniezh dieubiñ. Nann c’hat ! Er c’hontrol, ul lennegezh o startaat kadrenas an divlaz, an dibolitikel, met dreist-holl, ul lennegezh o tinac’h goanag, dazont, preder, daoust d’an trivliadoù klask treuziñ ar c’harkan houarnet mat en dro da c’hoûg hon hendadoù.
Koulskoude, evel merket gant Per, zo, en mesk ar greun hag ar pell, luc’hedennoù da reiñ ur spi a c’houloù d’hon lennegezh, d’ar c’houlz-se. A-wezhioù dindan stummoù sebedennus, dic’hortoz…
Evel troidigezh, pe welloc’h azasadenn an I-Mari Gwazdoue diwar an Dies Irae latin :
« AN DIES IRÆ en Brezhoneg
An dez-se ’vo dez a gounnar,
Pa vezo devet an douar ;
David hag ar Sibil hen lâr.
Gwashat da spont a c’hoarvezo,
’Vit pouezañ pep tra pa deuio
Ar Barner bras eus an Neñvoù !
An drompilh, gant ur son skiltrus,
Eus ar bezioù a ray, fonnus,
D’an holl ’n em gaoutt dirak Jezuz.
Skoet ’vo ar marv ha pep tra,
Pa vo an holl dud en o sav,
’Vit respont d’ar Barner brasañ.
Ur levr, e-lec’h ma vo skrivet
Kement zo, a vo digoret ;
Ac’hane ar bed ’vo barnet.
Pa vo ar Barner azezet,
Pep tra kuzhet vo displeget
Hep kastiz ’vano netra ’bet.
Petra a lârin-me neuze,
Maleurus ? Da gaout piv ’in-me,
Pa ’nevo doan an den mat-tre ?
Ho kalloud ’ra krenañ, Doue,
C’hwi ’deurvez salviñ an ene,
Ma salvet, mammenn a druez !
Bêt soñj, Salver an tenerañ,
’Oc’h ’vidon diskennet amañ ;
N’am c’hollet ket en devezh-mañ !
Ouzh ma c’hlask oc’h en em skuizhet,
War ar groaz ’vidon oc’h marvet,
Gret ne vo poan ken bras kollet !
O Barner leun a lealded,
Jezuz, pardonet ma fec’hed,
Araok dez ar varn, me ho ped !
Pec’het em eus, hen gôut a ran :
Bremañ, gant ar vezh e ruzian ;
Diganeoc’h pardon a c’houlan !
Pardonet ’peus ar Vadalen,
Eus ar laer klevet ar bedenn,
Din roet Esperañs kristen !
Ma fedenn zo dister meurbet,
Mes mat oc’h, o ma Jezuz ; gret
En tan peurbadus ’devin ket !
Gret ma vin ’touez an dud salvet,
Pell-pell diouzh ar re villiget !
En ho tu dehou ra vin laket !
Pa vo an holl dud fall pladet,
Hag en tan da leskiñ stlapet,
Davet ar re vat ma c’halvet !
Me ho ped, d’an douar stouet,
Ma c’halon gant glac’har rannet,
Da gaout finvad ma sikouret !
Devezh a daeroù an dez-se,
Pa savo an den eus ar bez,
’Vit bezañ barnet gant Doue !
Pardonet, Doue, d’e ene !
D’an anaon paour, o Jezuz,
Roet diskuizh peurbadus ! »
E oa merket gant e zeskamant. Ret tremen dre ar c’hentelioù er c’hloerdi bras, awenet gant un doare skolastegezh, o klask tizhout ur preder war ar vuhez. A-wezhioù prederouriezh… Hon I-Mari en devo lezet ur barzhoneg all, kaer, Dirak ur bez : ur berlezenn a from.
N’on ket sur zo un droidigezh all eus an Dies Irae en brezhoneg. Met, fez, ar skrid-se troet dimp kaer gant an I-Mari. Sellit, gant gerioù eeun, boutin marteze ? Met bepred komprenus evit tizhout kalon ha spered an dud. « …em eus klasket dalc’hmat frealziñ ar c’halonoù glac’haret, kuzuliañ ar yaouankiz, ha kanañ kaerder ma bro Breizh-Izel », emezañ en e ginnig barzhonegoù/kanaouennoù. « …dalc’hmat frealziñ ar c’halonoù glac’haret… », ha surmat e oa e hini en o mesk…
Sede just ur pozig bennak diwar ar skrid orin, d’am lennerien akuit war al latin da c’hallout sevel o barn :
« Dies irae, dies illa,
Solvet saeclum in favílla,
Teste David cum Sibýlla !
Quantus tremor est futúrus,
quando judex est ventúrus,
cuncta stricte discussúrus !
Tuba mirum spargens sonum
per sepúlcra regiónum,
coget omnes ante thronum.
Mors stupébit et Natúra,
cum resúrget creatúra,
iudicánti responsúra.
Liber scriptus proferétur,
in quo totum continétur,
unde Mundus iudicétur. »
Ur skrid kozh awenet gant an Testamantoù, ar roue David hag an Diskuliadur (an Apokalips mard eo welloc’h deoc’h). Anv zo eus ar Sibil. Ar Sibil-se zo dres hon hini, hini Eritrea, bet oc’h ober un tamm weladenn en hon lennegezh kozh en ur reiñ diouganoù. Sellit amañ an tamm kentañ, lakaet en hon brezhoneg a herie :
« En sin ar varn, an douar hep arat,
En pep bro e c’hwezo ar gwad :
Ma teuio an neñvoù deroù mat,
Ur Roue a reno dreist pep oad.
Prezant, ha stumm, en kig humen,
E varno ar bed, hep retren,
Hag e welfont Doue o Roue plaen,
Heretik trist, ha gwir Gristen »
N’em eus ket bet c’hoant de derriñ ho pennoù gant al latin zo lardet tro-dro d’ar pozioù brezhoneg. Forzh penaos e lâront ar memes tra. Hon I-Mari n’en devoa ket bet da c’hoût zo eus ar Sybilla, nann, ha daoust da se en devoa bet kizidigezh evit stummañ hag adstummañ ur skrid awenet gant diouganoù honnezh. Dimeziñ entre meur a hengoun… n’int ket tout relijiel avat !
Hon I-Mari en devoa intentet ar weledigezh zo en Dies Irae, rak eñ ivez e oa un angry man, daoust da garkan ar relijion, da garkan an Iliz hollc’halloudek…
Gras da Ber, gras c’hoazh, zo bet diskoachet un Dies Irae all embannet war Al Liamm. Al Liamm, evel Gwalarn, zo da lenn ha da adlenn. Pinvidigezh hon lennegezh zo enne, pinvidigezh stumm, memor, preder ha stourm. Hep hon lennegezh eo aner hon stourmoù evit ar yezh. Ul lennegezh maget gant ar meizadoù, anat, met ivez gant an hengounioù. Par ha par eo an danevelloù koulz hag ar gwerzioù. Traezoù bev hon lenegezh.
An Dies Irae-se zo dizanv. Miret a ra e weledigezh evitañ, sur, met digeriñ a ra meur a hini evidomp. Ur skrid da zerc’hel soñj :
« me oar kaout an aour melen, an aour touez al ludu hag an argant touez an drez, p’am eus kavet an tu. Barzhaz Breizh, 136.
D’an deiz kentañ, ken aes e oa, ne rannas grik.
Kement a wazed, gant o fennoù du, a oa tro-war-dro
Dezhi, sorserez kozh, paket da vat ganto,
Ma oa ur bam sellet ouzh o maligornig
En o fenn o skrivañ diskan he flanedenn,
He doa gwelet pell oa e lagad ur gaouenn,
Nemet e oa re yen, a soñjas, ’vit mervel.
Antronoz, beure-mat, e krenas gant ar boan,
An hini ’doa gwelet war ur bern pennoù gleb,
Pennoù merc’hed disliv war ur gwele saotret,
Merc’hed gwallet, flastret, merc’hed digenedet,
Ar boan gwelet enno, goap ha geol ar boan,
Bremañ oa krog enni o krenañ dizehan,
Nemet ne lâras ger. Neuze oa tro an tan. »
Ur weledigezh. Petore liamm zo entre an daou Dies Irae ? Unan zo, meur a hini zoken. Da bep hini ac’hanomp d’o c’havout, hervez e drivliadoù, hervez e breder, hervez e soñjoù ha pan soñjer en finvezhioù diwezhañ pe ne reer ket. Komz diwar-benn ar fin zo komz eus an deroù, unan eus kentelioù ar gwengeloù ivez ! Soñjit penaos eo savet Mojenn Kêr-Iz, tro-dro d’an distruj, d’an dismantr, d’ar fin ! Met gwengeliñ zo ivez goût zo un deroù, ur genel all goude ur fin. Evel ma lâront Gwendal Denez pe Alan Botrel : hep ar rummad barzhed divlaz, karkanet, ha kement zo, ne vije ket bet eus barzhed Gwalarn, barzhed Al Liamm, anavezet pe dianav.
N’eo ket ur burzhud, n’eo nemet un emskiant troet en un akt a stourm kreñv : an dieubiñ a dremen dre ar c’hrouiñ, ha krouiñ n’eo ket kopiañ….
Herve Bihan
Levrlennadur
Sybilla Erytrea de Iudicio, in An Novelov ancien ha devot, 1650, embannet gant Goulven Pennaod, Preder, 1984, pp. 172-175.
Yann-Vari Gwazdoue, An Dies Irae En Brezoneg, Kanaouenno en yez Treger, Sant-Brieg, 1909, pp. 106-108.
Gwendal Denez, Rakskrid[où], in Abeozen, Barzhaz 1837-1939, 2 levrenn, 1987 & 1989, pp. 9-10 & 9-11.
Per Denez, Hent hor barzhoniezh, in Barzhaz 1350-1953, Al Liamm, 1953, pp. 7-13.
Dies Irae, Al Liamm, Niv. 19, 1950, p. 15.
Dies Irae, Barzhaz 1350-1953, Al Liamm, 1953, p. 133.




