AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (55)
Gwalarn, lec’h ma timez hon lennegezh vrezhoneg gant he stummoù liesseurt. Moarvat eo ar
varzhoniezh an elfenn bennañ. An danevelliñ en devoa e lec’h ivez. Met, ken skoet ma oa bet
gwalarniz yaouank gant an dister ma oa ar varzhoniezh kent o donedigezh… Ken emskiantek ma oant
o welet er varzhoniezh banniel kentañ hon lennegezh : marteze, en un doare diemskiant ha c’hoazh
n’eo ket ken sur a se, e welent sklaer eo ar varzhoniezh hag a chom pan varv pep tra. Ar varzhoniezh a
dreuz an hoaladoù, ar varzhoniezh eo an elfenn lennegezh barnet a-hed ar wezh. Ar c’homz-plaen a
chom, evel just, met arz ar sevel karmoù da ezteurel e drivliadoù eo ar mestr. Ken dister e oa ar
varzhoniezh kent, harpet war ar gwashañ klichedoù : klichedoù bet laeret ent-naturel digant ar
sevenadur gall. N’eus anv ebet, ne oa anv ebet a zispriziañ ar sevenadur gall, nann, met ar pezh a oa
bet laeret eo ar pep gwashañ. Sujet d’ar rim, d’ar glotenn – ha dilezet an englotenn hengounel hag a
c’halle talañ ouzh pec’hedoù hon barzhoniezh kozh – , sujet d’ar skeudennoù re voutin, re vaget gant
bedoù re c’hortozet. Ar varzhoniezh-se ne souezhe den, ar varzhoniezh-se a roe d’an dud ar pezh a oa
da c’hortoz diganti. Hep kontañ pouez ponner hengoun an Natur krouet gant Doue…
Barzhoniezh Gwalarn zo bet ur varzhoniezh disuj, koulz er mennozhioù koulz er stummoù :
mennozhioù ur vro anterin, ur vro a c’hoanag, stummoù barzhonegañ digarkanet diouzh alioù reut an
dornlevrioù sevel gwerzioù.
Terriñ ar stumm evit dieubiñ an danvez. Troellenniñ komz-plaen ha barzhoniezh. Evel displeget kaer
gant hon Roparz :
« …diwar-benn ar c’hemm etre lavar-plaen ha barzhoniezh. Diskouez a rafen n’eo ket ur c’hemm e
gwirionez. Kentoc’h : n’eo al lavar-plaen nemet un hinienn e-touez neuzioù diniver ar varzhoniezh.
Evel end-eeun m’eo ar c’helc’h un hinienn e-touez neuzioù kromm diniver. Hogen, aon am eus, ne
vefe netra deoc’h nemet c’hoari goullo ar spered.
Furoc’h din echuiñ evel-henn : n’eus e nep lec’h na lavar-plaen na barzhoniezh digemmesk. E pep
oberenn ez int kejet ken na c’heller ket o rannañ. En doare m’hon eus tizhet amañ ar wirionez, nemet
dre zilezel ar gwirvoud ur wezh c’hoazh. »
Un hinienn e-touez neuzioù diniver ar varzhoniezh, tizhout ar wirionez… Ur sell hollek war hon
lennegezh. Ar stumm en servij an danvez da rentañ trivliadoù, prederoù, goanag. Ar stumm da
strukturiñ ar pezh zo anvet lennegezh.
« Ar varzhoniezh a amprest peurliesañ ur stumm mentadurel ha sonerezhel, rak gant se e komz ouzh ar
galon ; ouzh an amemskiant, kentoc’h eget ouzh ar spered. Hogen ar gwerzennoù n’int ket atav
barzhoniezh. N’eus forzh petra a c’hell bezañ lakaet e gwerzennoù, adal gourc’hemennoù Doue betek
sekredoù-keginerezh., hep dont da vezañ barzhoniezh. » Eme hon Arzel, ma Arzel evit gwir.
Dres ! Ha n’eo ket se statud mojennoù fablennoù Yann ar Feunteun ? Statud al lâred barzhoniezh
kentgwalarnat ?
Ar varzhoniezh zo un dra all.
« Seul vantrusoc’h e oa m’eo ar brezhoneg ur yezh donezonet-dispar evit ar varzhoniezh :
pouezmouezh kreñv ha sonerezhel, leunder ha liesseurtiezh an dibennoù, aes ober gerioù nevez hag o
lakaat da heuliañ tanavañ plegoù an awen, gant ur c’hentrollad dispar a rakgerioù hag a
c’hourfenngerioù. Ganet eo avat ar varzhoniezh vrezhonek gwirion, a laka da dalvezout an holl
binvidigezhioù-se evit dasorc’hiñ hor c’hoant a Gened.. »
« …ar varzhoniezh ma kendalc’h da vezañ ar pezh a dle bezañ : dishualerez donañ hor bezoud,
dizoloerez gwir natur an Hollved, kuzhet ouzhimp gant breskter hor skiantoù kig. » emezañ c’hoazh.
Kement ha mont pelloc’h c’hoazh, ar pezh a skrive Per Denez :
« Burzhud Gwalarn a zo marteze bezañ kavet hent ar gened en ur glask hent ar vro. Rak, m’o deus
skridoù ar mare-se, evel lien-skramm, ar vrogarantez atav bezant ha birvidik, tizhet o deus, en tu-hont
dezhi, pe, reishoc’h, en diabarzh anezhi, karantez an dud, ar merc’hed, an traoù. Hag e-kichen Pedenn
ar Varc’hegourien, e-kichen Mervel a rin… e kavomp Serr-noz krenidik Jakez Riou, geneth
Kerverzhioù o kanañ sklintin ha, gant Youenn Drezen, mousc’hoarzh leun a heol ar vro-vigoudenn.
Barzhoniezh a vuhez hag a yec’hed. »
Netra da lâret ouzhpenn. Hon barzhed Gwalarn a oa skrivagnerien vodern eus ar modernañ, met ivez
prederourien ar varzhoniezh : he stumm, ya, met dreist pep tra, ur varzhoniezh da zegas buhez ha
yec’hed, evel ma skrivas Per Denez.
Kement hini a skriv brezhoneg herie an dez zo dleour dezhe…
Herve Bihan
Levrlennadur
Roparz Hemon, Stumm ar Varzhoniezh, Gwalarn, Niv. 12, 1927, pp. 74-79.
Jakez Kerrien, Ha reizh eo ar werzaouriezh vreizhek, Gwalarn, Niv. 12, pp. 62-66.
Jakez Kerrien, Kentañ Kentel ar Barzh yaouank – Ar glotenn e brezhoneg, Feiz ha Breiz, N° 12, 1927,
p. 47.
Jakez Kerrien, Kentelioù d’ar barzh yaouank, Feiz ha Breiz, N° 2, 1928, pp. 56-58.
Jakez Kerrien, Kentelioù d’ar barzh yaouank, Feiz ha Breiz, N° 4, 1928, pp. 143-146
Jakez Kerrien, Re am bije karet ar brezhoneg – Oberenn glok, dre aket Bernez Rouz, Al Liamm, 2026.
Maodez Glanndour, Gant hentoù meur ar gwerzaouañ, Sav, Niv. 18, Diskaramzer 1940 / Goañv 1941,
pp. 31-45.
Maodez Glanndour, Gant hentoù meur ar gwerzaouiñ, Dre Inizi ar Bed Kletiek, Al Liamm, 1991, pp.
131-148.
Arzel Even, War lestr-hud ar varzhoniezh, Gwalarn, Niv. 152-153, pp. 452-461.




