Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 123

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 123

Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 123
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 123

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (57)

Me gav din em boa skrivet kement-mañ c’hoazh : ur wezhig bennaket e vo mat dimp klask goût petra
oa levraoueg skrivagnerien Gwalarn. Aet an amzer hebiou, aet ar reuz ivez, lod levraouegoù preizhet
divezh zoken… Ne vern, rak a-dreuz o skridoù… Nann, nann ! A-dreuz awen o skridoù kentoc’h, e
c’hallomp lakaat muzul d’o anaoudegezh eus lennegezh ar bed. O c’hounnar o lakae da lenn, da
adlenn, da zeskiñ dre’n eñvor oberennoù a oa skrivet en yezhoù na oant ket o hini. Spagnoleg,
saozneg, alamaneg, italianeg… ha galleg evit lod anezhe ! Hep kontañ yezhoù all evel an iwerzhoneg
pe ar c’hembraeg ! Ha hiroc’h c’hoazh ar roll !
Hon Roparz en devoa kemennet sklaer penaos Gwalarn a ranke bezañ kroashent al lennegezh krouet
hag al lennegezh troet. Ne oa ket dek vloaz ma oa lañset Gwalarn ma voe evel ur gorventenn a
lennegezh nevez embannet ha bannet. Prederiañ ha skrivañ, boueta al lenn ha maezhur dazont ar
vrezhonegerien. Ar vrezhonegerien zo ac’hanomp.
Ne baouezer ket, ne dlefemp ket paouez a lenn hag a adlenn ar gelaouenn Gwalarn. Bepred en korn un
niverenn bennak e kaver traoù bamus, peadra d’hon lakaat diwar souezh a-hed an amzer. Ne oa ket dek
vloaz Gwalarn hag e oa bet savet uhel banniel al lennegezh c’hoazh. Foeltrañ ar c’hlichedoù kozh ne
oa ket a-walc’h, ret e oa mont pelloc’h ha diskouez petra a oa kuzhet en speredoù birvidik ha yaouank
Gwalarniz : dizoloiñ ar bed hag e lonkañ. Hag o arm karetañ oa al lennegezh, al lennegezh vrezhoneg.
Ur c’hras skuilhet dimp.
Kemerit an niverennoù 9 ha 15, 1927 ha 1929 : paradigm ar Prometheüs digant an Aesc’hulos zo roet
dimp gant Youenn Drezen, Roparz Hemon, Shelley ha Jakez Riou. Hag un heklev eus ar paradigm-se
roet gant Arzel Even diwar Goethe en Galv, niverenn 10-11, 1942. Kalzik tud, kalzik skrivagnerien
avat. Gwengel ar Prometheüs zo bet displeget abaoe an henamzer betek hon amzer-ni : Prometheüs,
staget ouzh ur roc’h, debret e avu gant an erer evel barn a-berzh Zeus, dre m’en devoa laeret an tan d’e
reiñ da Vab-Den… Anavezet an danevell.
Met ar Prometheüs zo ivez tem el lennegezh vodern, un tem da ezteurel mennozhioù a-vremañ.
Youenn Drezen a droo pezh Aesc’hulos en brezhoneg, embannet en stumm ul levr hag a verko istor
Gwalarn :

« O Aither doueel, Avelioù prim hoc’h eskell, Doureier ar stêrioù, Mousc’hoarzh diniver an tonnoù
mor ! Ha te, Douar, mamm pep tra ; ha te hag a dizh gant da lagad kelc’h ar bed, o Heol ! Me ho kalv
da destoù !! sellit ouzhin ! Gwelit petra a c’houzañv un Doue dre an Doueed ! »
An ton zo roet gant an tamm-se, tamm kentañ kentañ ar gelaouenn, met n’eo ket tamm kentañ ar pezh.
Ur Prometheüs Ereet, hag evel un heklev e ro hon Roparz, deroù troet pezh Shelley :
« Tri mil bloavezh a zo tremenet, hag emañ c’hoazh Prometheüs chadennet ouzh ar roc’h, pa zigor
drama Shelley. Hogen emañ ar beure o sevel m’en deus Prometheüs en diwezh pardonet da Zeus. Hag
e teu amzer an dieubidigezh.
Lec’h : – Ur ganienn reier skornek en Indez. Emañ Prometheüs chadennet ouzh bevenn an islonk.
Panthea ha Ione, div eus rummad an Okeanided, a zo azezet ouzh e dreid. Noz eo. A-nebeudoù e tarzh
ar gouloù-deiz.
PROMETHEÜS. Tiern an Doueed, an Erevent, an Arc’houereed holl
Nemet Unan, a fonn er bedoù-mañ o ruilhal, lugernus,
A sellomp, e-touez ar re vev, Te ha Me hepken
Gant daoulagad digousk, sell ouzh an Douar-mañ
O paotañ gant da sklaved, a c’hopraez
’Vit glinazeulidigezh, pedennoù, meuleudi,
Labour ha lazhadegoù kalonoù brevet,
Gant spont hag emzispriz, ha goanag hesk.
Ha me, me da enebour, dall ez kas,

Ac’h eus lakaet da ren ha trec’hiñ, ez mezh,
War va ezeved-me ha da c’hourven aner.
Tri mil bloavezh hep andor ar c’housked,
Predoù rannet bepred gant poanioù lemm,
Ma’z eont da vloavezhioù, boureverezh, digenvez,
Goap ha dic’hoanag, – sed va impalaeriezh, –
Skedusoc’h kalz ’get honnezh a renez
Diwar da gador-veur dic’hoantaet, Doue Galloudek !
Hollc’halloudek, m’em bije teurvezet rannañ mezh
Da zroukvac’homerezh, e-lec’h menel amañ,
Tachet ouzh ar roc’h-mañ, dizraezus d’an er,
Du, goañvel, marv, divent ; hep geot na fubu,
Na loen na stumm na son a vuhez ebet.
Siwazh din ! poan, da viken poan, da viken ! »
Koulz hag ober deroù ar skrid orin, kement ha keñveriañ an daou skrid, kement ha priziañ al labour
treiñ kaset raok gant hon Roparz :

« Pro. Monarch of Gods and Dæmons, and all Spirits
But One, who throng those bright and rolling worlds
Which Thou and I alone of living things
Behold with sleepless eyes ! regard this Earth
Made mulktitudinous with thy slaves, whom thou
Requistet for knee-worship, prayer, and praise,
And toil, and hecatombs of broken hearts,
With fear and self-contempt and barren hope.
Whilst me, who am thy thy foe, eyeless in hate,
Hast thou made reign and triumph, to thy scorn,
O’er mine own misery and thy vain revenge. »


Met an heklev gwirion, fin, me gav din, zo roet gant hon Jakez pan skriv e Brometheüs Ereet, evel an
Aesc’hylos. Ur skrid kinniget da eñvor Jorj Robin, un arzour marvet yaouank. Da rentañ enor dezhañ,
gwir, met ivez da rentañ kont eus e c’houzañv. Ur skrid poanius ha hiraezhus, ur skrid kaer evel ar
marv gwenn. Ur skrid ivez ma kemer hon Jakez bommoù eus troidigezh e geneil, Youenn. Un doare da
ginnig ur gumuniezh skrivagnerien. Tristidigezh ha goanag war un dro :
« Dihun a reas d’ar pellgent, blaz ar gwad war e deod. Klañvourien a doc’helle dre o c’housk. Genel a
reas, e gouzoug ur c’hlañvour, ur glemmadenn izil. Gouyender en em sile er sal, dre ar prenestroù
digor frank. Ar stered a zaskrene en noz skedus. Ar menezioù euskarek a oa du war an oabl. Ar mor a
vouboue… »
A-walc’h e vit kavout meur a alc’hwez eus buhez hon Jakez : Euskadi ar menezioù hag an drougskevent. Eñvor ha diougan war un dro. Siwazh dimp an diougan-se…
N’ouzon ket en petra oa hon Arzel o soñjal pan droas Prometheüs ar Goethe. Evel den gouiziek,
aketus, doujus ha speredek dreist an holl, emichañs e oa diazezet mat an tri stumm all eus ar
Prometheüs Ereet pe Diereet… Un tañva :

« Golo da neñv, â Zeus,
Gant lusenn ar c’houmoul,
Ha taer, evel ur paotrig
A zibenn askol,
Ouzh an derv hag ar c’hrec’hioù ;
Ret e vo dit avat lezel
Din va douar,
Ha va lochenn, n’ac’h eus ket savet,
Ha va oaled,
A aviez din
An tommder anezhi. »

Aesc’hylos awener Drezen, Riou, Hemon, Shelley, Even, Goethe… Talvoudegezh un oberenn lennegel
eo ar ster a c’haller reiñ dezhi, a c’haller displegañ evel ma tispleger ur verb, evel ma roer bod dezhi
en hon c’halon.
En e rakskrid da droidigezh Drezen, e ro hon Roparz ul listennad hir a skrivagnerien lennet gantañ :
Chaucer, Shakespeare, Milton, Dryden, Pope, Addison, Byron, Keats, Shelley, Tennyson, Arnold,
Swinburn, Winckelmann, Niebuhr, Goethe, Hoelderlin, Spitteler… E oa 27 vloaz… Pebezh levraoueg
ha dreist-holl pebezh galloud lenn. Diskouez din da levraoueg hag e lârin dit piv out… Hag ul
levraoueg a c’hall kreskiñ gant an amzer o tremen…
Herve Bihan

Levrlennadur
Aesc’hulos, Prometheus Ereeet – Ar Bersed, troet e brezhoneg gant Youenn Drezen, Mouladurioù Hor
Yezh, 2000. [embanadur kentañ Gwalarn, 1928]
Aesc’hylos, Prometheus Ereet, troet gant Youenn Drezen, (darn), Gwalarn, Niv. 9, 1927, pp. 68-71.
Percy Bysshe Shelley, Prometheus Dieeret (Prometheus Unbound), troet gant Roparz Hemon,
Gwalarn, Niv. 9, 1927, pp. 72-75.
Percy Bysshe Shelley, Prometheus Unbound – A Lirical Drama in Four Acts with other Poems,
London, 1820.
Jakez Riou, Prometheus Ereet, Gwalarn, Niv. 15, 1928, pp. 3-7.
Arzel Even, Prometheus troet diwar Goethe, Galv, Niv. 10-11, Diskaramzer 1942, pp. 194-195.

Le Studio - Agence de création graphique et web