Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 113 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (48)

Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 113 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (48)

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 113 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (48)
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 113 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (48)

Kronikenn 113. AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (48)

« Ned eo ket mat e vije ar barzh re blapenn, a gav din. Barzhed vras zoken : degemeret kelenn digante. E tavedegezh an dongalon eo e tle dareviñ ar barzhonegennoù. Un neuz ker peuzc’hraet ha greüs a dleer gwiskañ warno. Hag an awen wirion a sant neb o lenn gant ma klot mennozh ar barzh gant un hir a breder hag un hir arnoderezh nemetken. Ned it ket neuze da gavout iskis stumm pe lavar gwerzennoù zo. Kentoc’h, deskit-int dindan eñvor, war-lerc’h o lenn uhel-vouezh, ha dalc’hit koun eus a lavare Samain :

            ‘Ben da eñvorennoù evel mein prizius

            ha gra ganto d’az pizied henvravigoù.’

Ned on ket bet o kerc’hat an awen na war lein ar Wezva nag e-tal skraberien-oabl New-York. Diwar lusk ar vuhez, war vor ouzh Doue nesoc’h, ne lavaran ket. Ha marteze, a-ziwar dreflamm un daoulagad kaer am ambrougas o c’harantez tramor.

N’em eus ket kennebeut klasket a-ratozh diaested an displegerezh. Ar brezhoneg, ur yezh yac’h ha bev eo, ya, ur yezh wevn n’eo ket a-walc’h c’hoazh, daoust d’he finvidigezhioù. Arabat e rebechfec’h d’ar skrivourien, dreist-holl barzhed anezho, gwallgas al lavarenn hag ober fae war ar savadur-gerioù, – mont da besketa, e kembraeg dreist-holl : gerioù a gloto gwell ouzh red-tremen o ‘hunvre-dihun’. Rak ker ret ha diaes eo displegañ resis ar sonerezh-diabarzh. »

A skrive hon C’herverzhioù da ober un tamm kinnig d’e varzhonegoù. Paotr Gwalarn a ouveze ivez strewiñ e varzhoniezh en kelaouennoù all. Sav, honnezh ne oa ket er gwalarn avat, er reter ne lâran ket. Kelaouenn Bretoned o vevañ en Pariz. Sebedennus ar boued a gaver er gelaouenn-se : boued o tont a-berzh Breizhiz hag a-berzh Bretoned. Breizhiz ha Bretoned n’eo ket ar memes tra ! Hañ ! N’eus ket a Vreizhiz en Pariz, Bretoned, ne lâran ket (bis !). Met, boulc’hurun, d’ar c’houlz ne oa ket a rouedad sokial, ne oa ket a internet hag e oa tailhet munutennoù ar pellgomzer, kelaouenn evel-se a oa reiñ alan hag anal d’ur gumuniezh vrezhoneg marnaoniet. Traoù dastumet, traoù krouet hag ivez rentaoù-kont niverennoù Gwalarn, barzhoniezh, danevelloù ha kontadennoù a oa diouzh meuz lipous Sav. Ur studiadenn war ar c’hemmadurioù gant ur chaloni-kelennerkeltieg da zont a gaver ivez zoken, ha kinniget da Roparz. Roparz ? Ya, Roparz Hemon, hon Roparz. Barnet kriz ar studiadenn gant hemañ diwezhañ avat. Met se zo un istor all..

Hag hon C’herverzhioù, paotr ar varzhoniezh, unan eus hon brasañ barzhed – emañ ma soñj a-unan gant hini Arzel Even – en deus bet gouvezet ivez reiñ un tamm sklêrijenn war e sell a varzh war arzh ar sevel karmoù.

Reiñ a ra dimp un alc’hwez bennak da zigeriñ un nor d’e varzhonegoù, zo lakaet alies, alies, da vezañ barzhonegoù hermezek. Hermezek pan ne gomprener ket, pan ne weler ket ar mennozh, pan ne weler ket ur spered o reiñ atiz e galon da ezteurel e vennozhioù. Unan eus an alc’hwezioù, mard on reizh, eo pinvidigezh ar yezh, ar yezh kozh a-wezhioù. Kembraeg ivez. Ur yezh kar, ur yezh skouer en meur a geñver, eme ar vrezhonegerien. Ar peuriñ bepred gwelloc’h er park en kichen ! Gwir marteze, met me gav din eo ken faos all, rak kement yezh, da sevel he barzhoniezh, he deus ezhomm, hag ezhomm bras, a gaout magadur da ezteurel. Ezteurel, bepred ezteurel. Hon drivliadennoù ne c’hallont ket bezañ gwisket gant abeupreennoù. Un trivliad zo er santadur, er mennozh, en ti a sav ar barzh evitañ. Gerioù, geriennoù, troiennoù da sevel skeudennoù, da leuskel hon garmoù dre garmoù kizellet, turgnet.

Ha kement-se a oa arz hon C’herverzhioù. Ha bezit dinec’h krenn, hon C’herverzhioù a ouveze sevel barzhonegennoù, hervez e c’her dezhañ, barzhonegennoù eeun, kaer ha fromus. Evel Kan an noz zo evel un doare « instantané », ur mare ma kaver seizet ar gwel, ar c’hlev hag ivez an trivliadennoù :

« War ar sav-mein ar porzh kozh, karout a ran menel

D’an abardaez, va unan-penn. Un nivlenn skañv

He deus kuzhet an heol. War ar vourc’h o tevel

E tiskenn peoc’h dispar nozioù an nevez-hañv.

An oabl, ar mor zo glasoc’h-glasañ er pellder.

Er bigi ne glever mouezh ebet ken. An tonn

A ruilh didrousoc’h war an traezh. An avel dêr

O c’hwezhañ eus donder an Atlanteg divonn

A frondusa ’n ur luskellat mil bleuniadur.

Hag en deñvalijenn n’hellan ket disrannañ,

Goulaouenn amresis, dasklêrijennadur

Ur steredenn diouzh un tour-tan o vannañ. »

Hag unan all, dediet da Wenn B., o rentañ trivliadoù ar barzh en kreiz ur garantez kollet, skrivet etre 1927 ha 1933 :

« Echu eo ! ’Glevin ken mouezh va muiañ-karet !

Gwez holl veuzet e sked tanflamm ar c’huzh-heol,

Frondoù marzhus ar bed, da gala-Mae fuilhet,

Pennoù ar yeot, evned an aer, ha c’hwi, alezioù.

Liorzh ar bleuñv-se hag ar geot hag ar gwezioù,

Ha ne glevjoc’h-hu ket, e-kreiz peoc’h strafuilhet

An abardaez, kevrin he c’hanennoù direol ?

Goursav ar garantez ’n he daoulagad trellet,

Kened kuzh an neñvoù en nozvezhioù tremen,

Perak ne dañvais outo ’n o flourderioù ?

Setu m’en deus ’n Ankoù troc’het steud an dezioù

A veve estlammus, heugusat taol-termen…

Gwa d’ar c’haezh dilezet, ma n’en devo gellet

Mont e-unan davet luc’h ar pedennlec’hioù. »

C’hwi, eveldon n’ouvezit ket piv oa ar Wenn B.-se. Ha pouezus eo ? Petra vern ? Ha n’eo ket pouezusoc’h heuliañ an ezteurel roet gant ar barzh en e varzhoneg ?

Gant Kerverzhioù e c’haller blazañ ur varzhoniezh digor d’an trivliadennoù, digor d’ar gweledigezhioù, digor d’ar bedoù en tu-hont d’an dic’hoanag. En div varzhoneg-se en deus hon C’herverzhioù lakaet komz-plaen da vezañ barzhoniezh. Ha n’eo ket hep kas da soñj ar pezh en devoa graet hon C’halloc’h ivez, hon nevezer, hon barzh rakgwalarnek, na kennebeut all ar pezh a raio ivez dindan meur a stumm hon Maodez. Plezhenniñ, troellenniñ, kemer perc’heniezh war hon yezh ha sevel oberennoù da zerc’hel hon memor war sav a-benn tresañ hon amzer dazont. Yezh, lenngezh, memor, dazont, hon gerioù alc’hwez-ni.

Herve Bihan

Levrlennadur

G.-B. Kerverzhioù, Rakskrid, Sav, Niv. 16, Diskaramzer 1939, p. 15. [skrid eus 1933]

G.-B. Kerverzhioù, Ur strobad barzhonegoù, Sav, Niv. 16, Diskaramzer 1939.

G.-B. Kerverzhioù, Barzhonegoù, Sav, Niv. 14, Nevezamzer 1939.

Le Studio - Agence de création graphique et web