Adalek an niverenn-mañ eus ar c’heleier e vo kinniget deoc’h un tamm kronikenn vrezhoneg. Bep sizhun, n’eo ket sur ! Met ingal a-walc’h memes tra.
Trugarez da Janine Troadeg evit bezañ kinniget dimp plas er c’heloioù. Kement-mañ a ziskouez e vez kemeret ar brezhoneg e kont gant ti-kêr an Trevoù.
Bezañ’vo eus ur gronikenn o pleal gant a-bep seurt traoù, tro-dro d’an Trevoù, evel just, met ivez tro-dro da Dreger, pe da Vreizh pe d’ar bed holl, kement hag ober !
Ar gronikenn a c’hallo bezañ sevenadurel, lennegel, pe war traoù simpl buhez ar pemdez… hervez an degouezh.
Evel just e vefomp laouen o kaout ho soñj. Ha mar degouezh ganeoc’h kaout ar c’hoant da ginnig ur gronikenn ivez, kasit keloù. Digor eo an traoù.
E fin pep pennad e vo kavet levrioù pe pennadoù da lenn (gant al liammoù internet mar be tu). Un doare da gaout an troidigezhioù hag ivez da vont pelloc’h ganti !
Herve Bihan
KAZH HA KAZH ZO !
Kroget e vo ar rummad kronikennoù-mañ gant un tamm son bet dastumet e 1889 en Trevoù digant Paolig ar C’halvez. Embannet e oa bet gant Fañch an Uhel (Sonioù levrenn I, pp. 20-23).
Evit ma vo aezetoc’h al lenn eo lakaet ar skrid er skritur a-vremañ.
SON AR C’HAZH
1. Me’m eus ur c’hazhig bihan rous 7. Me’ray gant e dreid a-dreñv
Ha na ra ket nemeur a drouz.[1] Ur skeul da bignat en neñv
– Gant e dent e wigouro, 8. Me’ray gant e dreid a-raok
Jardi vilgo, Ur vazh-yod hag ur vazh-ribod
Kalz a joa
Wigoura !
2. Me’raio gant e zaoulagad 9. Me’raio gant e groc’hen
Ul lunedoù da berson Prad :[2] Boned d’lakat war ma fenn ;
3. Me a raio gant e gein 10. Me a raio gant e deod
Ur c’harr da charreat mein ; Ur falzig da droc’hañ yeot[3] ;
4. Me’raio gant e galon 11. Me a raio gant e gof
Ur muzik da reiñ d’an itron ; Ul louar[4] da voueta moc’h ;
5. Me’raio gant e eskern 12. Me’ray gant e divskouarn
Pemp kant bulzun’vit ar stern ; Ur billig hag ur podhouarn ;
6. Me’ray gant e vou(z)elloù 13. Me a raio gant e lost
’N toullad mat a rubanoù, Skubellenn da foetañ tost.
Narcisse Quellien, eus ar Roc’h-Derrien (Kêr-ar-Roc’h mar kavit gwell !) en devoa embannet e 1889 ivez ur stumm all dastumet digant an Doktor Geffroy eus Ploueg-Pontrev. Berroc’h ha disheñvelik un tamm :
DISPENN AR C’HAZH
1. Me’m eus du-mañ ur c’hazhig rous 5. Me’raio gant e daoulagad
Hag a ra nebeudik a drouz. Ul lunedoù da berson Prad ;
Diskan. – Kan digadenno 6. Me’raio gant e gein
Videl a va Ur c’hastellig da dougen-mein ;
Jardin a viro
Kalz a joa 7. Me’raio gant e gof
Wigour ra Ul louar vihan da voueta moc’h ;
2. Me’raio gant e benn 8. Me’raio gant e daou droad a-raok
Ur pod-houarn d’ober soubenn ; Ur vazh-ribod hag ur vazh-yod ;
3. Me’raio gant e dent 9. Me’raio gant e lost
Minaouedoù d’ober hent ; Ur prezant d’an aotroù Post
4. Me’raio gant e divskouarn 10. Me’raio gant e daou droad a-dreñv
D’ur c’harr bihan div rod houarn ; Ur skeulig vihan da vont d’an neñv.
Ma. Daoust d’ar son bezañ ur farsadenn evel’oar ar Vretoned sevel, eo kriz un tamm mat evit hon c’hizhier muiañ karet ! Hon bisigoù pe bichigoù mar kavit gwell !
Bremañ, da glozañ, un tamm troidigezh diwar an iwerzhoneg kozh, kement ha lakaat un tamm barzhoniezh met ivez un tamm douster en ur mare n’eo ken aezet a se.
Ur barzhoneg dalc’het en un dornskrid zo en Alamagn herie. Skrivet eo bet gant ur manac’h eus an IXvet kantved. Komz a ra diwar-benn e gazh, Pangur Bán (Pangur Gwenn), hag ivez eus e labour manac’h a oa adkopiañ skridoù a-bep seurt, hag ober glosoù da zisplegañ geriennoù zo.
PANGUR BÁN
1. Me ha Pangur Gwenn – pep hini ac’hanomp gouestlet d’e arz dezhañ
emañ e spered gant ar chaseal – ma spered gant ma c’hefridi-me.
2. Karet a ran menel – gwell evit nep gloar – dirak ma levrig gant aket ar ouiziegezh
n’eus tamm gwarizi ouzhin a-berzh Pangur Gwenn : karet a ra e-unan e arz bugel.
3. Pan vezomp – kontadenn hep anoazh – en hon ti, hon daou hon-unan,
bezañ hon eus – kurioù sport diharz – un dra bennak da bleal hon lemmded gantañ.
4. Ingal e c’hoarvez kurioù a dalvoudegezh – ul logodenn tapet en e roued,
ha evidon e kouezh em roued ul lavar diaes gant ur c’hompren start.
5. E lagad, gant ur sell pizh, buket war ar voger-dro :
ma-unan a-enep lemmded ar skiant e vukan ma lagad sklaer, a pa vefe gwan-tre.
6. Laouen eo o vont prim pan gouezh ul logodenn dindan e skilf lemm :
Me ivez zo laouen pan diskoulman un diaez a gudenn gerioù.
7. Dimp da vezañ evel-se a-hed ar wezh, n’eus hini hon daou o tiaezañ egile :
pep hini hon daou a gar e arz, a oar kaout dudi e-unan.
8. Eñ e-unan zo mestr al labour a gas bemdez :
pan vezan gant ma labour-me, e kasan diaezamant lec’h m’eo anat an traoù.
Levrlennadur berr
Luzel, François-Marie, Chants et chansons populaires de la Basse-Bretagne, Soniou, tome I, Paris, 1890, p. 20.
https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k5789075d.r=soniou%20breiz%20izel%20par%20luzel?rk=21459;2
Quellien, Narcisse, Chansons et danses des Bretons, Paris, 1889, p. 202.
Stokes, Whitley & Strachan, John, Thesaurus Paleohibernicus, Volume II, 1903, p.293.
https://archive.org/details/thesauruspalaeoh02stokuoft/page/n7/mode/2up
[1] Adstumm : Hag a zo tignous ha pikous.
[2] Hervez un adstumm ec’h ouzhpenner a-wezhioù : Me a raio gant e fri / Ur c’hwistellig da Herri ; // Me a raio gant e dent / Ur porrastell war an hent. // Me’ray gant e bevar droad / Peder vazh da daboulinat.
[3] geot.
[4] laouer.