Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 116

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 116

Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 116
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 116

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (51)

Incipit. Ur ger hag a son evel un nor digor war un oberenn. N’eus ket keit-se e klaske al lennerien goût petra oa da gaout en un oberenn en ur lenn deroù, pe tammoù eus deroù honnezh. Herie eo aezetoc’h, boas e vêr gant ar skrid war ar pevare golo. N’eus ket keit-se e oa ret digeriñ al levr evit goût, bremañ herie eo a-walc’h treiñ anezhañ en hon dorn ha lenn ar pezh zo moullet en diavaez ! Kenavo da roll pouezus an incipit ? Inkipitaouiñ a rankomp derc’hel da ober koulskoude, rak an incipit zo gward hon frankiz da lenn ha da zilenn. Ar frazennoù pe lavarennoù kentañ a sach evezh hon spered, a sach evezh ar pezh a c’hortozomp pe welloc’h a sach hon evezh war ar bedoù dic’hortoz… a c’hortozomp…

Me gav din eo an incipit unan eus prederoù kentañ kement skrivagner : stourm ouzh ar bajenn wenn, sur-mat, met ivez stourm ouzh un danevelliñ divestroni. Goût kregiñ ganti. D’ar c’houlz ma ouveze an dud kas lizheroù dre ar post, an dud a glaske penaos kregiñ ha se hervez o imor, hervez o endro plijus pe kañvaouüs a-wezhioù. An incipit n’eo nemet skoulmañ etre ar skrivagner hag e lenner. Diaes lâret lennerien, rak al liamm-se zo unan hag a dremen dre greizon pep hini : al lenner a gemer intrudu e-skoaz ar skrid renet gant ar skrivagner. A-benn ar fin eo emren ar skrid en-keñver e grouer met ivez en-keñver e lenner.

An incipit kentañ hag en devoa skoet ma spered ha dreist-holl lonket ma flijadur a voe hini Geotenn ar Werc’hez gant Jakez Riou :

« Bep mintin e tarzhe broñsoù hag e tigore bleunioù nevez.

An tomheolig a varelle ar peurvanoù ha letonennoù an hent ; ar glizin, ar penn-glas a ziwane er gwasked, e diribin ar c’hleuzioù troet ouzh ar c’hreisteiz, hag ar velionenn en em andore e geot al lezennoù. Er foenneier e krene beskennoùigoù ar c’hilked-broan ha kurunenn wenn an dro-heol. Ar valafenn hedro o fismige hag a floure o bleud gant hec’h eskell voulouz-seiz. Hag er girzhier, an drask, ar rujodenn, an tinter, ar golvan a richane d’an heol ; ar voualc’h a c’hwibane er strouezh, eilet a-bennadoù gant ar borzevelleg louet. Kemenn a raent an eil d’egile e livrine brulu an torgennoù hag e kammigelle an nadoz-aer a-hed ar stivelloù, ken mibin hag he skeud en dour.

An nevezamzer a oa deut abred. »

Staliet, frammet ha sternet pep tra. Lañset eo an danevelliñ. En tu all da vugulganerezh an ardremez eo staliet framm an drama. Buan e teuio war al leurenn Lotea, an harozez varvel, ganet diwar ijin ha marteze memor paotr Lotei. Lotea ha Lotei daou donkadur en unan. « An nevezamzer a oa deut abred ». Pebezh frazenn… Ur goanag klozet en desped d’al lenner, ur goanag demer ha c’hwerv. Nerzh skritur hon Jakez Riou.

Hag e penn all linenn an trivliadennoù emañ incipit romant kentañ Gwalarniz, romant Jakez Kerrien :

« Skuizh e oan pelloc’h o klevout va zud o lavarout din bemdez : ‘Te hag a blij dit kement gwelout traoù kozh ar vro, n’out ket bet c’hoazh o sellout ouzh ar Roc’h Toull.’ Che !

Ha me a blege va fenn gant ar vezh, rak en anzav a ranken, abaoe an amzer ma oan o c’haloupat dre ar vro, ne’m boa ket gwelet c’hoazh ar Roc’h Toull.

Ret e vo din, emezon-me din va-unan, mont da welout an estlamm-se, an eizhvet marzhenn eus ar bed, paneve nemet evit lakaat an dud-mañ da reiñ peoc’h din gant o zorr-penn. »

Meur a c’her alc’hwez oc’h ambroug titl ar romant e-unan. Ur brezhoneg kaer o vroudañ ar c’hoant dreist-muzur zo gant an haroz da vont war roudoù ur gavadenn bennaket. Lañset ha staliet ivez an danevelliñ. « Ne’m boa ket gwelet c’hoazh ar Roc’h Toull », digarez da lakaat al lenner kenberzhiek en gweladenn al lec’h, en avanturioù an haroz. Moarvat e vije ret kinnig incipit pep lodenn eus ar skrid, evit staliañ da vat ar broudañ hag an danevelliñ. Lieskementiñ plijadur al lennerien.

Hag hon Youenn, hon Youenn Ponâd eta ? Hemañ em eus un deneridigezh vras evit e inkipitoù. Ur mestr daneveller, ur mestr konter e oa hon Youenn ha santet e vez ar blijadur divent peg en e wad skrivagner pan groge gant ur skrid nevez. Santet e vez e teu an oberenn en he fezh pan ro dimp ar geriennoù kentañ anezhi. Lennit’ta incipit Itron Varia Garmez, IVG evel ma ouvezomp ober diouti !

« ‘Paol emañ ho koan war an daol ! Deuit da zebriñ ho koan !’

Kleier Karmez o doa sonet an añjeluz. Edo sioulder an abardaez o c’hounit kêr.

E liorzh Paol Tirili e troidelle ar c’hwibu, diehan ha didrouz, en ur boultrenn alaouret, etre ar bodennadoù roz. An ti a oa soubet e dalbenn gwenn e c’hwezh klouar ar bleunioù.

Livrin ha don an oabl. Hag, e traoñ al liorzh, sko en tu all d’ar voger gozh izel, melezour al lenn, kompez-meurbet ha lugernus, ne zistaole d’an oabl nemet ur volz livrin ha don. A-wechoù, e tremene, prim ha du, ur wennili ; skeud an dour a oa ker resis hag al labous en aer. »

Habaskter an endro, habaskter ar c’homzoù… peadra koulskoude da ziouganiñ tarzhadennoù kreñv ha niverus ar romant : stourm ar c’hizeller, e garantezioù, e fez teuzet en arvar hag er c’hoant da vont gant ur vuhez welloc’h… stourmoù an dud, re ur gevredigezh en kreiz un Talbenn Pobl dirak respont kriz feulster ar Gouarnamant… Meur a enkadenn o c’holoiñ an darvoudoù, an trivliadoù, ar gounnar ivez…

Hag amañ da heul incipit eñvorennoù bugeliezh pe grennardiezh marteze, hon Youenn. Kouchet dre skrid evel bezañ ur skol-louarn, Skol-louarn Veig Trebern. Kregiñ a ra evel ur mell c’hoarzh didrouz :

« ‘Echu ar skol, Veve ?’ eme C’haid, eus tal an oaled, hep treiñ he fenn a-ziwar he fillig. Oc’h aozañ krampouezh e oa.

‘Me’m eus naon, eme Veig… Tad n’emañ ket aze ?

– Te oar mat’n eus kaset e verenn gantañ, er pod goloet.

– Ha mamm ?… Mamm’mañ ket aze, ivez ?

– Gwelout a rez, mechañs. Mamm zo aet e kêr.

– Mat an traoù !’ eme Veig dre e soñj.

… Ne oa ket bet er skol. »

Aze’mañ arz hon Youenn. Ober gant un eskemm berr evit hon lakaat asambles gantañ en un danevelliñ ma rankimp derc’hel war hon anal (alan a lârfe ma zud dre-mañ !). Deroù ur saga, saga ur paotr munut pe brazikoc’h, leun a c’hoant da zeskiñ… e-maez ar skol. Ha n’eo ket se a oa hon hunvre ? Ma hini e oa bepred !

Met ar berlezenn en-mesk ar perlezennoù youenndrezenek eo honnezh : incipit Sizhun ar Breur Arturo. Ne vern perak eo lec’hiet en un tu bennak en tu all d’ar Pireneoù ! Ar manac’h yaouank e ouvezomp re piv eo ! Hon Youenn a ouie eus ar c’hoarzh ouzh ar vuhez, ur c’hoarzh liestumm ha liesstrak ivez ! Dic’hargadennañ betek lakaat dour da zont en hon daoulagad ! Met evit se eo ret lenn en tu-hont d’an incipit

« Azen louet ar gouent en em lakaas da hinnoal. Un azen yaouank e oa, ha ken hir, ken fonnus, ken start e trompilhas e joa-bevañ : madelezh ar peuriñ, ha levenez heol an abardaez e natur Doue, ma voe stad en iliz moredet en he zeñvalijenn.

D’am ampoent e oa ur manac’h bihen, echu gantañ diboultrennañ an aoterioù rikamet gant aour, o hastout dre ar vali greiz, davet traoñ an iliz, da serriñ dor vras ar straed. Digor e oa an nor, du-se, war ar C’hornôg, ha dezi e tiskenne betek an daroù koroll an efl ha moged klouar ezañs ar gousperoù, – a lakae teñvaloc’h ec’honded an nev sakr.

Evel azen ar gouent, yaouank e oa ar manac’h, egtre c’hwezek ha seitek vloaz : anat an dra diouzh flour e zremm, hag ivez diouzh e c’haoliadoù bras hag an tizh, a lakae e soutanenn wenn stardet en-dro d’e zargreiz gant ur gouriz neud tev gwenn, plañsonet da stlakal en-dro d’e zivesker. Ha hir e oa, ha diforlinket un disterañ, e-giz ar plant-se o deve kresket en amc’houloù. »

« Evel azen ar gouent, yaouank e oa ar manac’h », eme hon Youenn. Ar vuhez zo re sirius evit na vefe ket eus ar goap ha welloc’h c’hoazh, eus an emc’hoap ! Ur pare ouzh kleñved an devezhioù teñval ha trist. Ur sizhun na baouezin ket a hentiñ dre ma lennadennoù da noz, war an dez, da vare ur bannac’h digor-kalon pe se.

Frañsez Kervella pe Kenan Kongar, mar kirit, n’en devoa ket skrivet kalz danevelloù pe doareoù evel-se. Ha koulskoude, koulskoude… Amañ incipit Gant blaz an avaloù ruz. Bezañ e kavan anezhañ un drugar, ur berlezennig, ur bomm a freskijenn en hon lennegezh. Evel barzhoniezh skrivet en komz-plaen. Ma, lâret em eus deoc’h e roan ma soñj, ha ma soñj, marteze, ne vo ket ho soñj. Met bezet a vezo an tamm-se zo kaer ha leun a varzhoniezh, ur varzhoniezh hon eus ezhomm anezhi en hon pemdez. Sioulder ar geriennoù, sioulder an danevelliñ, ambroug ar spered o juntrañ gant ar galon.

« Dreist hiboud an avel e krenerezh an draonienn eo savet ar c’han, ha leuniet en deus an oabl e kostezioù ar Wern ha Rozmeleneg. Nijal en deus graet da ober tro dreist an dour, frizañ a-hed ar girzhier, ha neuze dont da skeiñ betek ennon-me.

Emaon amañ o c’hortoz n’ouzon dare pe zarvoud da lakaat un tammig lusk em faour kaezh buhez brevet.

Ha du-hont evelato e oa ur vouezh seder o kanañ ha levenez hag he hiraezh, ur c’hoant ha na c’hellje den he gwalc’hiñ.

‘Deuit ganin-me da gompezenn al Levenez.’

Ur vouezh sklintin ha don. Ur vouez maouez. An hañv a oa, ha dec’h en doa pep hini flouret e zaoulagad gant louzaouenn an tantad, tommet ouzh ar chlevezenn. Ha ne felle ket d’an noz diskenn daoust d’ul latarenn wenn da guzhat ouzhimp an oabl ha da lakaat pep trouz da vougañ, pe da dregern, hervez he falatazi diroll. Ne gleved ket ur vouezh. Karr ebet na storloke. Ur vilfid he doa kanet war ar bod, ha tavet, ha neuze ar sioulded gant he bizied mibin he doa ledet he mantell war ar vro ha leuniet an oabloù gant he mouezh kalz kreñvoc’h eget mouezh ar bed en e bezh.

‘O ! mar goufec’h e teufec’h ’vit atav !’

Ar c’han-se en doa sklintinet neuze ha tarzhet a-dreuz al latar evel dre ur wask, ur frailh. Evel ma vije bet en un taol chel e-barzh an ec’honder gloanek-se. Difukañ a reas evel dour war c’horre ur glerenn skorn, leuniañ an draonienn, ha neuze mont da lipat an torgennoù, damanavezet a-dreuz ar vogidell, evel ramzed, o kreskiñ dre ma teu an amc’houloù. »

« Dreist hiboud an avel… », dres, se eo ar pezh a glaskomp. Dreist hiboud an avel eo staliet ha sterniet an danevelliñ. Un incipit o vodañ skeudenn, son, liv ha frond. Talm ar c’halonoù. What else ? Me gav din e vefe un dra vat adembann danevell Frañsez Kervella. Marzh ur barzh.

Ha n’hallin ket chom herie hep menegiñ ha rannañ ganeoc’h un incipit tost d’am c’halon. Kinniget dimp gant Per Denez, hon Per-ni. N’em boa ket gwelet anezhañ o sevel e skrid, lenn anezhañ ur wezh moullet am boa gallet, ya. Met netra na viro ouzhin a welet a-drek e selloù skrivagner ur c’hoarzh hag ur garantez, o-daou kinniget a-galon vat d’e lenner…

« Evit ur c’hast a amzer e oa ur c’hast a amzer. Kaouadoù avel, dichadennet a-drumm, a ginnige kas va c’harr, un tammig skañv gwir eo, ne oan ket pinvidik a-walc’h da gaout ur Mercedes, diwar an hent er c’hleuz, hag ar glav a daole, a-varradoù, e-giz gant ar varazh. Diaes e oa d’ar skubellennoù bihan, daoust dezho mont a-zevri hag a-dizh ganti, derc’hel va gwerenn sklaer, a-wechoù ne ouien ket mui re pelec’h e oan, na pegeit diouzh ar foz, na zoken war beseurt tu eus an hent edon o ruilhal. Hag an noz o tiskenn didruez, didrugar, war ar vro, war an hent ha warnon em c’harr bihan, ken gwan e c’houleier, evel p’en dije kollet ar spi da wimelediñ an deñvalijenn gant e zister a sklêrijenn… »

Kalz a vefe da lâret diwar-benn incipitoù skridoù hon Per. O lenn hag o studiañ a-raok pep tra !

Inkipitaouiñ. Sevel troellennoù gant skridoù merkadoe hon lennegezh, pe da vihanañ al lennegezh a blij dimp. Troellennoù da sevel melezour hon buhezioù. Troellennoù da gas pelloc’h, didermen, diharz, oberenn Gwalarn hag oberenn bugale Gwalarn.

Evel incipit Beajour ar goañv hon Roparz, ar Gwalarnad meur :

« An deñvalijenn a welis o klozañ war ar parkeier dilezet, an hentoù gleb, ar gwez dizeil o treiñ goustad hebiou d’an tren gorrek. Edon va-unan er c’hombod, tamolodet em mantell, he gouzougenn savet betek va fri, va zal tostik-tost d’ar werenn brizhellet a dakennoù glav. Pegoulz e tizhjen ar gêr vihan dianav ma ranken tremen an noz ? Adal ur c’hardeur da vihanañ e tlefemp bezañ erruet. Hag atav e tibune ar parkeier, an hentoù, ar gwez, hag e pigne un dremmwel louet brumennek a-dreñv d’un dremmwel louet brumennek all, hep arouez nag ardamez a dier bodet en-dro d’un iliz. »

Merk hon Roparz zo en incipit-se : un doare modern da staliañ prim an traoù en un degouezh ha lakaat an haroz da gomz, ha pa vefe en e benn. Doare hon Roparz ivez da bakañ welloc’h e lenner rak dibenn, pe marteze boked an danevell zo dic’hortoz a-walc’h…

Lakaat an haroz da gomz en e benn, hervez Stream of consciousness « red an emskiant », zo ur skrivagner tost d’am c’halon hag en deus digoret an hent da vat, ha gant arz. Hon Ronan, Ronan Huon. Sed aze skouer un danevell blijus ha kaset kaer gantañ, Un devezh glav :

« Ar glav a zivere a-hed dremm melen Lloyd’s Bank, ar varc’hadourien-votoù o doa dastumet ar boteier a oa a-istribilh er-maez ha penn Chopin war ar skritell peget ouzh gwerenn stal Morgan & Higgs a oa melkoniusoc’h eget biskoazh, kemenn a rae e oa ur sonadeg er Brangwyn en noz-se. Pegañ a reas Yann e fri ouzh ar werenn, neuze e soñjas er skeudenn a roe eus an diabarzh gant e fri bras pladet war ar werenn c’hleb hag e savas e gein. Bamiñ a rae gant souezh ouzh notennoù forc’hek ha begek The Rhapsody in Blue, o sevel, o sevel, o pignat (ar c’horn-boud, garmiñ a rae du-hont etrezek an dokoù du) hag adarre e krogas e fri da sevel ha da ziskenn o vommañ ment kensonadeg Gershwin. Goude bezañ taolet ur sell war bladennoù ha levrioù ar stal-sonerezh ec’h adkrogas da pavata a-hed an tiez-kenwerzh. Ar glav dizehan a zistrempe ar gêr vras hag e votoù dilufr abaoe ar beure. »

Evel hon Roparz en devoa gouvezet hon Ronan lakaat e lenner en e zanevelliñ, kenkent ha kroget ganti. Higennañ al lenner gant ar ger kentañ, ar frazenn gentañ, an trivliad kentañ, an taolenniñ kentañ. Chom hep mont pelloc’h en hon lenn zo kemer ar riskl da vagañ ur santad a angwalc’h !

En dez all e komzen eus tapas, hag amañ, a-benn fin ar gont, eo gwir meuzioù zo kinniget dimp : bep a incipit d’hon lakaat da dantañ laouen ha didrubuilh ar boued lennegel fardet dimp gant emyoul, helebini, fent, from, fent, trivliadoù liesvlaz, liesliv, liesson… Incipit liber pe Hoc incipit liber « Gant kement-mañ e krog al levr » evel a skrive hon hendadoù pan vezent oc’h adkopiañ dornskridoù ha dorskridoù ouzh gouloù gweur prenestr bihan ha strizh log o abati. Incipit ar c’hontrol eus diwezh… Incipit evel tarzh un dez a levenez. Ha mard on aotreet da ginnig ur ger-malizenn : Lennegevenez !

Herve Bihan

Levrlennadur

Jakez Riou, Geotenn ar Werc’hez, Al Liamm, 1957.

Jakez Kerrien, Re am bije karet ar brezhoneg – Oberenn glok, Al Liamm, 2026.

Youen Drezen, Itron Varia Garmez, Al Liamm, 1977. [embannadur kentañ en 1941]

Youenn Drezen, Skol-louarn Veig Trebern, Lodenn gentañ, Al Liamm, 1972.

Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971. [embannadur kentañ en 1949]

Divi Kenan Kongar, Gant blaz an avaloù ruz, Gwalarn niv. 98, Genver 1937, pp. 9-19.

Per Denez, Da rouz an noz, Mouladurioù Hor Yezh, 1996.

Le Studio - Agence de création graphique et web