Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 117

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 117

Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 117
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 117

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (52)

Barzhoniezh ha sonerezh.

« Pinvidikaet ar varzhoniezh gras d’ar sonerezh, un doare d’he embann ivez. Ober gant meur a zoare ezteurel pe disklêriañ zo aezetaat an degemer anezhi. Ar pep gwellañ eo bodañ sonerezh, skrid ha skeudenn. Neuze e c’hall an dud kompren ha degemer ar stumm arz-se hep deskadurezh arbennik ha hep displegadenn ouzhpenn. (…) Ouzhpenn, e soñj din em eus ur roll pedagogel abalamour d’am micher : ma labour zo da gemer plas un deskadurezh vresk ha da sevel un doare adskol. Evit kregiñ ganti em boa ranket diskouez d’ar Vretoned petra eo o sonerezh dezhe hag o c’horolloù dezhe. Nemet ne c’hallan ket paouez evel-se. Ret din o skoazellañ da zegemer stummoù arzel all. »

Sede ar pezh a ziklêrie hon Alan en 1979, an Alan zo tost d’hon c’halon. Alan Stivell, an hini hon ambroug sioul, tener ha pennek abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù. Alan, ar barzh modern o tispenn roudoù Nerin, Taliesin, ivez un Tad an Awen bennaket, barzhed hon memor, hon hengoun, hon identelezh. Kement-mañ a oa tri bloaz goude donedigezh e bladenn Trema’n iniz. Pebezh pladenn, Salver ! Soñj am eus penaos e oa bet un dizoloadenn bouezus evit an ugentvloaziad a oa ac’hanon. Ya, n’eo ket er skolioù e vije bet desket petra oa hon lennegezh kempred. Ret e oa furchal hag adfurchal er stalioù, komz gant ar vignoned, selaou o alioù, selaou sonerezh nevez dizoloet pe lenn traoù a-bep seurt, kozh ha nevez a lakaemp hon dorn warne. Ne oa ket eus internet ! Ha ne oa ket eus ar rouedadoù sokial, nemet hon devoa hon reoù war-eeun, war vagañ hon darempredoù tud. Keuz eus an daremprederezh kevredigezhel-se ? Ya, anzav a ran.

Ma, pladenn hon Alan, pebezh pladenn. Ma oa anvioù anavezet mat warni, evel reoù Per Denez, Youenn Gwernig pe Yann-Bêr Piriou, reoù all a oa anvioù a c’houle bezañ lakaet war-wel da vat. Ul lennegezh eus bed ar wezh kentañ evit lod ! Maodez Glanndour, Kerverzhioù, Yann Sohier. Ur prof.

Gras d’ar bladenn-se zo bet aktet un dimeziñ marzhus etre hon sonerezh hag hon barzhoniezh : sonerezh gant tad Alan pe Alan e-unan, barzhoniezh uhel en hon yezh gant barzhed veur. Endon un iliz evit an enrollañ. « Ezhomm am eus eus heklev an ilizoù-meur » a embanne Glenmor, ur Glenmor a vank dimp herie, hag a gendalc’he diouzh e vouezh nerzhus :

« Evit ma c’hlevet o pediñ

Ezhomm am eus eus an heol hag ar stered

Evit reiñ sked d’am c’harantez en he levenez

Ezhomm am eus heklev an draouienn

an avel, ar mor hag an aezhennoù

Evit dougen pouez ma frankiz »

Ouzh selaou pladenn Alan e santomp hon ene aloubet diharz gant ur bed dianav ha tost dimp war un dro. Moarvat e vo lâret din on re lourennek ? Lakaomp. Ha petra vern. Met lennitc’ta, ha m’emañ ar bladenn ganeoc’h, sealouitc’ta ar barzhoneg An eur-se zo ken tost d’ar peurbad… gant Maodez Glanndour, hon Maodez, ambrouget gant sonerezh Jord Cochevelou, tad hon Alan, hennezh o c’hoari hag o kanañ :

« Ar c’havaned zo aet pell zo da gousket en tour,

Hag an heol splann zo aet pell zo en tu hont d’ar bed,

Mouget eo sklêrijenn an deiz…

Nemet em c’hambr, ur gouloù war enaou a vev,

Em spered, ur gouloù,

E don va ene, ur gouloù war enaou a vev.

O sklaerder diabarzh, te, ken tost d’ar peurbad !

Er-maez eo ar goañv : dibourc’h ar gwez, revet ar bleuñv ;

Ar vougasenn fenoz a ren gant he dalc’h spontus.

Nemet em c’hambr war va burev,

Em eus ur flammell ruz en he bleunioù,

Hag em c’halon ivez ur flammell ruz en he bleunioù,

Em ene kuzh, ur flammell ruz en he bleunioù.

O buhez er c’hevrin, te, ken tost d’ar peurbad !

O peoc’h ! N’eus ken nep trouz.

Tamolodet eo ar bed en e gousk,

An evned-kazh zoken ne c’harmint ket fenoz.

Hag em c’hambr, n’eus ken trouz,

Em spered, n’eus ken trouz.

Stêr vras va soñjoù-den a hañval chom digas,

Didrouz…

Nemet e don va ene kuzh e klevan ur mouskan,

Ur vouezh sklintin,

Mouezh ur stivell, o va fedenn !

O son ar vuhez-se, son ken tost d’ar peurbad ! »

Milc’hwid hon Maodez, milfid hon C’hongar. Ar memes reoù, evned breudeur. Kan marzhus ar peoc’h, heklev trivliadennoù an daou varzh o tont dimp d’hon sebedenniñ. Ezhomm hon eus eus heklev o barzhoniezh, eus heklev o sonerezh evit dimp da reiñ sked d’hon goanag.

An eur-se ken tost d’ar peurbad…

Herve Bihan

Levrlennadur

Maodez Glanndour, Milc’hwid ar serr-noz hag un nebeud barzhonegoù, Eil Kaier [Kristen], Studi hag Ober, 1946.

Alan Stivell, Trema’n inis, pladenn, Keltia III, 1976.

Alan Stivell, Erwan Jacques & Marc Legras, Racines interdites / Gwriziad difennet, Jean-Claude Lattès, 1979, 224 p.

Glenmor, Livre des chansons, Tome II, Editions Ternel, 1973.

Le Studio - Agence de création graphique et web