STELENN DA LOIG KORLOUER
Un nebeud devezhioù zo ec’h ae kuit Loig hep hon c’henavaoiñ. Berr eo bet hon anaoudegezh, met
pell e chomo em spered an den a oa dioutañ.
Meur a ene zo en Diwan, hag eñ a oa unan anezhe. Un ene kreñv, uhel ha sioul. Unan eus an dud na
raent ket kalz a drouz met a ouveze labourat dizehan evit ar yezh a oa en e galon.
Labouret teus, Loig, a-hed a-wezh, evit ma c’hallo bugale hon bro bezañ desavet ha kelennet en o
yezh. Hag evit ma c’hallint diwezhatoc’h ren o buhez en o yezh.
Soursial ouzh ar re all, kemer preder anezhe. Sederaat ha mont war-raok. Ur roc’h e oas. A-walc’h
selaou an dud o komz diwar da benn evit kompren kement-se.
Gras dit e oa Langoad kreiz ar bed. Ur bed leun a spi en amzer dazont, ur bed ma teue kaer al labour astroll. Sevel skol Landreger a voe digeriñ ar bed-se, daoust da dud zo, daoust da skoilhoù zo. Gras dit
ha d’ar skipailh dalc’hus e klever en-dro bugale o vrezhonegañ ingal en kêr Landreger. Se eo an trec’h.
Ouzhpenn kant vloaz zo e skrive Ronan a Germene ur barzhoneg-kanaouenn brudet dre-holl bremañ.
Ha herie an dez eo ar c’han-se an hini gwellañ a gavan da rentañ enor dit, en testeni hon fealded hag
en koun an den karantezus a oa ac’hanout :
« Pa vin maro, c’hwi a deuio, ma mignoned,
D’ar sul, d’an abardaez, goude ar gousperoù,
Tost d’an iliz vihan, e kornig ar vered,
War ma bez ken dister e-touez an holl vezioù.
C’hwi a zegaso din bleunioù koant ar mene’ :
Lann melen, brugoù glas hag ar balan dispar,
Ha, da skeudenn buhez peurbadus ma ene,
E lakfet en o zouez ur bodig uhelvarr.
C’hwi a lavaro din ha barzhed zo dalc’hmat
O kanañ ar Frankiz, an tan sakr en o c’hreiz,
C’hwi a lavaro din (o pebezh keloù mat !)
Ha trec’het eo d’ar fin ar Gall, enebour Breizh.
Neuze, mignoned ker, e trido ma c’halon
E goueled ar bez du, dreist plankenn an arched,
Ha, keit ma vo douget a-dreuz d’an neñvoù don,
Gant ur barr-levenez e trido ma spered. »
Me oar e klevi diouzh al lec’h ma vi o repoz, Loig, c’hoarzhadegoù, mouezhioù sklintin, dibreder ha
joaius bugale Diwan. Evel un drugarekadenn leun a spi dit.
Ra vo skañv douar Breizh dit, Loig.
Kenavo er joaioù, kile.
Herve Bihan
Levrlennadur
Ar Meneziad (Ronan a Germene), Pa vin maro, Kroaz ar Vretoned, N° 24, Sul 17 a viz eost 1913, p. 3.
Ronan a Germene, Pa vin maro, in Camille Le Mercier d’Erm, Les Poètes et Poètes Nationaux de la
Bretagne Armoricaine, Rennes-Paris, 1918, pp. 657-658.
Ronan a Germene, Pa vin marv…, in Per Denez, Barzhaz 1350-1953, Al Liamm, 1953, p. 68.




