AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (56)
Explicit. Excipit, eme lod. Treiñ ar bajenn, klozañ al levr. Parañ hon selloù war-du un dremmwel n’eus
nemet pep hini ac’hanomp o c’hoût war-du pelec’h emañ o skeiñ. Explicit liber eme ar venec’h
wezhall, eme ar c’hopier feal.. pe amfeal, pan oant oc’h echuiñ o skridoù. Hon Loeiz, Loeiz Pelleter
deuet eus broioù kaeek ar Mañs dindan an aezhenn o plavañ war glannoù al Liger ha kavet gwelloc’h
repuiñ en ur penn ar bed bennaket, en devoa displeget penaos ar ger « fin » a oa dezhañ ar ger plijusañ.
Ar fin, an explicit breur d’an incipit, an deraouer, ar re-se zo dorioù klozañ pe dorioù mont-tre, diouzh
hon froudoù. Hag ur skrid a ranker mont ennañ dre ar penn-kentañ ? N’eo ket sur. Un oberenn
lennegel zo evel ar c’horf a garer, a flourer, en e bezh, karantezus, doujus d’ar c’hevrinoù zo ennañ, zo
ennomp, douget gantañ, ganimp. Met, ni, tud douarel, suj d’hon daoulagad dispourbellet gant al lipouz
m’eo ar vuhez ha d’hon anal glouar, dizehan o klask deskiñ hiroc’h, hon eus ezhomm eus artifis an
incipit pe eus hini an explicit. Moarvat e vo lod lennerien souezhet gant ar pezh a skrivan ha
koulskoude e rankomp digarkaniñ hon c’hoantoù lennegel ha mont gant red ar c’hoantoù-se, just awalc’h.
Bezañ e c’haller ivez sellet ouzh hon skridoù lennegel evel bombezennoù : bombezennoù a from, a
drivliadoù… Re fardet gant ar skrivagnerien ha lakaet da darzhañ gant ar lennerien adal ma krogont
d’o lenn, d’o ferc’hennañ ha d’ober anezhe tra o dirivliadoù dezhe, d’o zro. Kregiñ lenn, lenn ha lenn,
ha tizhout ar boked. Ar boked zo harp d’an explicit. Met ar boked a c’hall difoupañ war ur c’hlozañ
kenkoulz ha war un digeriñ. Awen liesstumm hon skrivagnerien a ro digarez dezhe da c’hoari gant ar
goanag, ar from, an taolenniñ, ar prederiañ… Hon skrivagnerien Gwalarn, heuliet gant skrivagnerien
Al Liamm, a ouveze mat kement-se, ha pan vefe en o c’hreizon endonet en donañ o spered hag o
c’halon.
Dimp da vont gant lestr hud ar varzhoniezh, da lârezh hon Arzel, ma Arzel.
« Sevel a reas goustad,
Kemerout a reas an-dro gwendodenn an dorgenn,
Hag an heol o vervel a skuilhas en aven
Ur veradenn wad. »
Jakez Riou, Serr-noz.
« Ha pa c’hwezh an avel e tegas din
holen ha frond hag anal ar pellder,
er c’houmoul e verzhan red an amzer,
hag er stered kengalv mil lagad. »
Roparz Hemon, Buhez.
« Em spered n’eus ken trouz.
Stêr vras va soñjoù-den a hañval chom digas,
Didrouz !
Nemet e don va ene kuzh e klevan ur mouskan,
Ur vouezh sklintin,
Mouezh ur stivell, o va fedenn !
O son ar vuhez-se, son ken tost d’ar peurbad ! »
Maodez Glanndour, An eur-s zo ken tost d’ar peurbad.
« Da lezel a rin da vont, mignon,
En engroez ar re a ya gant surentez
Ha gant meuleudi an holl,
Hag e chomin em c’horn
O reiñ buhez, piv’oar ?
D’am hunvre ha d’az hini
Gant va blev gris
’Kichen va skouarn. »
Ronan Huon, Kanaouenn drist (1959).
Herve Bihan
Levrlennadur
Maodez Glanndour, Komzoù Bev, Al Liamm, 1985.
Ronan Huon, Evidon va unan, Al Liamm, 1976.
Ropraz Hemon, Barzhonegoù, Al Liamm, 1967.
Arzel Even, War lestr-hud ar varzhoniezh, Gwalarn, Niv. 152-153, gwengolo-here 1942, pp. 452-461.
Jakez Riou, Barzhonegoù, Al Liamm, 1954.




