Un Breton de Trévou - Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d'ailleurs. Kronikenn 10

Un Breton de Trévou - Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d'ailleurs. Kronikenn 10

La météo La météo
oct. 6, 2024 - dim.
Trévou-Tréguignec, France
couvert
12°C couvert
Vent 5 m/s, S
Humidité 96%
Pression 749.31 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 10
Un Breton de Trévou - Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d'ailleurs. Kronikenn 10

Kronikenn 10 DIVUNADELLOÙ HA DIVINADENNOÙ !

« Ac’h ! An divinadennoù pan oamp bugale ! O dibunañ dre’n eñvor a ouiemp ober kalz gwelloc’h evit hon c’hentelioù pe hon c’hatekiz.

Pebezh plijadur e oa dimp lakaat hon speredoù da guriuziñ gant an enigm diwezhañ bet desket en noz a-raok e korn an oaled hag ivez lakaat hon c’hamaraded da vamañ gant hon gouiziegezh nevez !

En disterañ divunadell vrezhoneg, koulz hag en enigmoù ar Sfins, eo bepred degaset ar gudenn gant geriennoù amsklaer pe forc’hellek, rak seul diaesoc’h ar goulenn seul vrasoc’h plijadur an hini a sav anezhañ dirak ar reoù lakaet berrek.

Savet eo an divunadelloù war batrom ar metaforennoù, sklaer mui pe vui, pe neuze war ur c’hoari etre ar gerioù. Brasoc’h an diaester ober gant gerioù ijinet, met plijus abalamour d’ar sonioù a zegasont (dibidapenn, patantenn, turlutig, koperig, tontonig, etc.). »

Sede ar pezh a oa gerioù Jules Gros (1890-1992) diwar o fenn.

Un vengleuz pinvik evit deskiñ un toullad traoù, evit kompren mont endro ar gevredigezh, evit farsal ivez ! Hep kontañ e ranker lakaat e vemor da labourat.

Amañ da heul divunadelloù a-bep seurt tennet diouzh labourioù pe kelaouennoù a-bep seurt ivez. Un toullad kaer anezhe zo anavezet mat gant un toullad tud c’hoazh : un digarez da freskaat e vemor ha da degas reoù all da soñj.

N’int ket renket mat, digarez da gemer anezhe evel lodennoù « tapas » hon yezh…

Lod zo bet « pesketaet » e Treger, lod pelloc’h, lod gant Jules Gros, evel just, lod gant Armañs ar C’halvez, lod gant Pêr Martin, un hinienn bennak ganin klevet pell zo etre Trogeri ha Planiel…

Herve Bihan

1) Niveriñ an traoù

Pegement a ra nav barr ha nav yar war bep barr hag ur c’hog gant peb yar ha nav foñsin gant pep yar hag ur greunenn ed e beg pep poñsin ? 1629.

Pegement a ra tri bemp pemzek ha daou seitek ha tri ugent ? Ugent.

2) Ar mor

Don evel puñs, ha puñs n’eo ket

Gwenn evel liñsel, ha liñsel n’eo ket

Glas evel kaol, ha kaol n’eo ket

Petra eo ?

– Ar mor !

3) Ar pezh a gaver en genoù an dud

Div renkennad seurezed o vont gant an hent hag eur beleg ruz e-kreiz ? An dent hag an teod !

4) Unan eus an divunadelloù brudetañ

Unan o turniat,

Daou o sellet,

Daou o chilaou

Hag unan o skeiñ war an toull.

Petra eo ?

– Ar pemoc’h.

5) Unan all ken brudet all

Petra eo yenañ tri dra zo en ti ? Treid ar wreg, daoulin an ozhac’h ha fri ar c’hi.

6) Un tamm filozofiezh er pemdez

Evit petra ho peus div skouarn hag un teod hepken ? Abalamour eo gwelloc’h selaou evit komz.

7) Enigmoù evit gwir mesket gant un tamm filozofiezh

Petra a vez troc’het war an daol hep bezañ debret ? Ar c’hartoù.

Petra a ra an dro d’ar park hep mont e-barzh ? Ar c’hleuz (ar c’hleuñ).

Pere eo ar pesked hep drein ? Ar pesked-Ebrel.

Petra a reomp holl war-un-dro ? Kozhañ.

Petra a verra en ur hiraat ? Ar vuhez.

Piv zo mab d’ho tad hep bezañ ho preur ? C’hwi hoc’h-unan.

Skrivit geot sec’h gant pemp lizherenn ? Foenn.

Un dra ha n’eo ket bet gwelet biskoazh ? Un neizh logod e skouarn ar c’hazh.

8) An dizouj politikel

N’on ket roue hag e tougan ur gurunenn

N’on ket marc’heg ha koulskoude em eus kentroù

N’on ket skrivagner hag e tougan ur bluenn

N’on ket keginer ha koulskoude e roan da zebriñ.

– Ur c’hog.

9) Un divunadell diouzh ar c’houlz : ar cheñch en amzer… gwir ha spontus

Petra ac’h a primoc’h dre al lann evit dre an hent bras ? An tan.

10) Dre chañs e c’haller sellet plaen ouzh an oabl evel m’emañ

Nijal a reont hep divaskell ha redek a reont hep divhar ? Ar c’houmoul.

11) Re wir

Piv eo an dud hag a garfe bezañ born ? An dud dall.

12) Un dizouj politikel all

Pehini eus rouaned ar Frañs en deus douget ar gurunenn vrasañ ? An hini en doa ar penn brasañ.

13) Hag evit echuiñ un teir bennaket n’int ket brudet evit bezañ seven pe diouzh grad an dud a herie, met a blij kement ! Etrezomp !

Pegoulz e kaver ar muiañ gloan war an dañvadez ? Pa vez ar maout war he c’hein !

Pegoulz e vez ar muiañ pluñv (plu) war ar yar ? Pa vez ar c’hog warni.

A deu war an douar hep kroc’hen hag a varv en ur ganañ ? Ur bramm.

Levrlennadur

Armañs ar C’hlavez, 300 divinadell, Skol, Nedeleg 1955, Niv. 4.

Jules Gros, Le trésor du breton parlé, lodenn 3, Le style populaire, 1974, pp. 328-335.

Pierre Martin, Mouez Kerne – Echo de la Cornouaille, en Oriant, 1929, pp. 165-173.

Lenn ivez kelaouennoù kozh evel Dihunamb !, Kroaz ar Vretoned, Al Liamm, Feiz ha Breiz : enne e kaver forzhik divunadelloù. Ar braz anezhe a c’haller pellgargañ war internet.

Kronikenn 9
TROC’HAÑ UN DEN E DAOU DAMM…


Ur studier gwall yaouank e oan d’ar 17 a viz gwengolo 1981. En deiz-se e oa bet Robert Badinter o
tifenn e lezenn hag a ranke freuziñ ar gondaonidigezh d’ar marv. Kondaoniñ unan d’ar marv a oa
kondaoniñ anezhañ da vezañ troc’het e daou damm : e lakaat da bignat war ar chafod, en em astenn
warnañ ha gortoz diskenn al laonenn yen ha marvel, ha se en ur porzh karc’har teñval.
Merket don on bet gant e brezeg am boa selaouet penn da benn d’ar c’houlz-se. Sede pan eo aet d’an
Anaon n’eus ket keit-se e kinnigan amañ tammoù heverkañ e brezegenn dirak ar gannaded, da vihanañ
ar reoù a gavan pouezus :
« Anv zo, a-benn ar fin, er freuzidigezh, eus un dibab diazez, eus meizadur mabden hag eus meizadur
ar reizh. Ar reoù a fell dezhe kaout ur reizh o lazhañ, ar re-seoù zo kaset en-dro gant un div gredenn :
ez eus eus tud kablus penn-da-benn, da lavaret eo tud kiriek penn-da-benn d’o aktoù, hag e c’hall
bezañ ur reizh sur eus e difaziusted betek divizout e vevo hemañ hag e tleo hennezh mervel.
(…)
An dibab kinniget d’ho koustiañs zo sklaer eta : pe e nac’h hon c’hevredigezh ur reizh hag a lazh hag e
asant hon c’hevredigezh sammañ kement-mañ, en anv an talvoudegezhioù diazez – ar reoù o deus
graet anezhi unan veur ha doujet etre an holl – buhez ar reoù hon hiris, diskianted pe torfedourien pe
an daou war ar memes tro, hag eo dibab ar freuzidigezh ; pe e kred d’ar gevredigezh-mañ, en desped
da skiant-prenet ar c’hantvedoù, lakaat diverkañ an torfed gant an torfedour, ha neuze eo ar raskadur.
(…)
Ar reizh a raskadur-se, ar reizh a anken hag a varv-se, divizet gant e lec’hed degouezh, zo nac’het
ganimp. E nac’hañ a reomp abalamour m’eo evidomp an enep-reizh, dre m’eo an angerzh hag an doan
trec’h d’ar poell ha d’an denelezh. »


Un toullad bloavezhioù zo em boa savet un tamm skrid diwar-benn unan o vont war ar chafod. Gant
ma gerioù em boa klasket lakaat anezhañ da gontañ petra a c’hallfe momed diwezhañ unan a oa da
vezañ troc’het e daou damm :
“Anton K. divunit ! Deuit en-dro !”
Sed ar gerioù kentañ a glevas pa deuas en-dro, goustadik.
“Deut eo e-barzh en-dro”, eme ur vouezh all, a glevas spisoc’h.
Ha neuze e welas trumm un engroezad tud bodet, izeloc’h, dirakañ, tavedek, o selloù paret warnañ. Ne
zeue ket a-benn da welet piv ‘oa aze, evel pa vije an holl daoulagadoù-se d’un dremm nemetken.
Kavout a rae dezhañ e oa seizet e gorf. Klask a reas fiñval, met ne deuas ket a-benn. An dud a selle
outañ hag eñ a ranke sellet oute. Kompren a reas, neuze, e oa stardet e zivvrec’h a-drek e gein ha ken
stardet all e zivesker etreze o div. Er stad-se ne c’heller ket sevel e benn gwall uhel. Kaer en devoa hen
ober ne fiñve tamm. War un dro e teuas c’hoant dezhañ da zistagañ ur poz bennak da sachañ evezh an
dud a oa war e dro. Ne zeuas tamm poz e-maez e c’henoù… Ha ne wele ket anezhe kennebeut.
Grozmoladeg a groge da sevel e-touez an dud. Paouez a reas gant e zifretañ, kement a c’hoant en
devoa da gompren petra a c’hoarveze. Moarvat e oa dispourbellet e zaoulagad evit bremañ, se eo a
gomprenas diouzh ar souezh a wele e selloù ar bobl bodet dirakañ.
Sellet a reas war draou hag e welas diouzhtu al leurenn-goad ma oa bet staliet warni, a-us d’ar bobl.
War ar memes tro e teuas, diouzh e gostez kleiz, un den duwisket, ur c’holier gwenn ouzh e soutanenn,
ul levr en e zorn kleiz. Hemañ a-raok bezañ tost da Anton K. a grogas gant e zorn dehou da ober ur
pezh sin ar groaz en ur vouspediñ, teñval e benn

Le Studio - Agence de création graphique et web